Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/84

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
notennou diwar-benn ar gelted koz

— da genta, lies a gant ano pe lesano keltiek a zoueed pe a zoueezed miret gant enskrivaduriou bet engravet dreist-holl er c’henta kantved goude H. S. e broiou keltiek an Douar-bras hag en Enez-Vreiz ; d’an eil, delouennou maen, arem pe pri poaz, ha skeudennou bos-bihan graet war-dro an hevelep mare ha pourtrezet enno doueed keltiat.


Doueed ar Gelted hervez an enskrivaduriou. - Gant an enskrivaduriou ne zeu sklerijenn ebet na war stumm na war roll an doueed a viront an ano anezo. En tu-hont da se, kalz eus an anoiou-se a ziskouez beza hepken geriou lesenvel pe doarea bet staget ouz ano eun doue latin bennak. Da skouer, anvet eo an doue latin Mercurius Arvernorix « roue an Arverned », Dumiatis « o chom war ar menez Dumias » [1], Vassokaletos « ar gwaz kalet », Vellaunos « kalonek » — doue an heol hag ar vezegiez, Apollo, a zo lesanvet Atepomaros « ar marc’heg meur », Maponos [2] « an den yaouank », Vindonnos, eus vindos, gwenn », « kaer », « santel » pe skedus », Toutiorix « roue an dud » ; — doue ar brezel, Mars a zo anvet Albiorix « roue ar bed », Katurix « roue an emgann », Belatukadros « kaer pa laz », Leuketios « luc’hedek », Dunatis « o chom en dunon », Visukios « gouiziek ».

Mat eo anaout darn eus an anoiou-se a c’hall beza, ez gwir, anoiou doueed pe doueezed kehelet gant ar Gelted. Eus ar re-se eo :

Evit an doueed : Smertos, Smerios, Atesmerios, Adsmerios, Smertatios, Lugoves, Bemilugus, Smertullos, Esus, Kernunnos, Teutatis pe Toutatis, Kokidios, Taranis, Sukellos, Kamulos, Ambisagros, Belenos pe Belinos, Grannos, Ogmios, Nodons, Mognns, Mogonnos ; evit an doueezed Belisama, Arnalia, Rosmerta, Kantismerta, Andarta, Nantosuelta,

  1. Ar « Puy-de-Dôme » breman.
  2. Maponos a oa eun doue eus bro ar Vriganted, e Breiz-Veur. E danevellou kembraek eus ar grenn-amzer e vez meneg a Vabon (Maponos), mab Modron (Matrona). Eun hemolc’her bras e oa, gantan eur c’hi burzudus hag eur marc’h herrek evel an tonn. Pa n’oa c’hoaz nemet teir noz, e voe laeret p’edo o kousket etre e vamm hag ar speurenn. Oadou diniver goude-se, e voe diskleriet da Arzur e oa Mabon dalc’het kriz en eun toull-bac’h mein e kêr Loeou (Glêvon, Gloucester). Arzur hag e gadourien a dizas e zieubi hag e stagjont neuze gant hemolc’h an Tourc’h Trouiz n’halle ket dont da vat hepdañ.