Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
notennou diwar-benn ar gelted koz

ar Grenn-amzer ; Mogons a oa eun doue breizat ha Mogounos eun doue galian heñvelekaet ouz Apollo.

War a greder, Belisama, a dalveze, evit doare, hec’h ano kement ha « heñvel ouz ar flamm », a oa doueez ar furnez hag an ijinou-kaer ; Arnalia a vije eun ano all d’ezi ; dindan he neuz vrezelek e kemere marteze an ano a Andarta [1], doueez ar brezel hag an trec’h ; — Rosmerta eo parez an doue kavadennour ar micheriou ; Kantismerta a zo marteze an hevelep doueez ganti ; — Nantosuelta eo parez Sukellos ; Athubodua, Katubodua a heñvel beza doueezed ar brezel ; — Naria « ar Galonegenn ? » azeulet e-touez an Helveted, a oa eun doueez vrezelel marteze ; Andrasta [2] a oa doueez an trec’h e-touez ar Vrezoned — Sulis [3] ha Sulevia a oa doueezed azeulet, ar genta e Breiz-Veur, eben war an Douar-bras ; — azeulet e oa Brigantia e Breiz-Veur ha Brigindo e Galia ; — Nemetona a zo tennet hec’h ano eus ar ger nemetos « sakr, santel » ; — Mogontia [4] a zo anavezet dre eun enskrivadur eus bro ar Vediomatriked (reter Galia).


An doueed keltiat hervez ar skeudennou. — Ar skeudennou a zo diskrid ar pep brasa anezo ha, dre-se, ma sav diouto sklerijenn war stumm eun doue pe zoue, hol lezont diouiziek eus o ano. E-touez an doueed skeudennet evelse, anvomp :

1. — Eun doue en e sav, barvek peurliesa ha hir-vlevek, eur morzol gantañ en eun dourn hag eur podig en e zourn all, a zo bet kavadennet e-leiz a skeudennou anezañ, delouennou ha skeudennou bos-bihan. War darn eus ar re-mañ emañ taolennet gant eur vaouez, eur plac’hig hag eur c’hi en e gichen ; ar c’hi en deus a-wechou tri fenn. Damgredi a reer ez eo an doue morzolek-se doue ar re varo e fougee ar Gelted beza mibien d’ezañ [5].

  1. Andarta a dle beza evit Ande-arta : « an arzez vras ».
  2. Andrasta ; an ano-se a zo da lavaret, war a greder, « an distourmus, an hini n’heller ket stourm outi ».
  3. Sulis deut da heol e brezoneg (gwregel e oa heol en hor yez) ha da suil « dagad » en iwerzoneg.
  4. Bez’ e oa anezi, moarvat, doueez-virourez Mogontiakon, kêr Mainz, war ar Roen.
  5. Diwar-benn an doue morzolek, A. Bertrand, La Religion des Gaulois : les Druides et le Druidisme, 1897, skeudennou 44, 52, 53 (bet divorzoleget), ha dreist-holl S. Reinac’h, Bronzes figurés de la Gaule romaine, 1894 (eleiz a skeudennou). Kenveria doue morzolek ar re varo gant an Etrusked, J. Poulsen, Etruscan Tomb Paintings, their subjects and significance, Oxford, 1922, skeudennou 39, 45 ; Franz de Ruyt, Charun, démon étrusque de la mort, 1934 ; Perikle Ducati, Le problème étrusque, 1938, pp. 154-5. Kenveria ivez an doue morzolek skandinavek Thor, ha doue ar c’hurun gant Slaved Rusia : skeudennet e oa gant eur maen-tan en e zourn hag eur baro aour ouz e elgez ; an dervenn a oa e wezenn, hag eun tantad koad derv a oa o tevi noz-deiz en e santual ; e ano, Peroun, a dalv da lavarout « Skôer », L. Léger, Mythologie slave, 1901, p. 55, 57-8.