Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/87

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
ar relijion

2. — Eun doue skeudennet gwech en e sav, harp e zourn war eur rod, gwech all war varc’h, tremenet e vrec’h dre emprennou eur rod hag o vac’ha dindan treid e jao eur ramz lost-naer. Eun doue eus an heol e c’hallfe beza, ma ’z eo ar rod skeudenn an heol [1].

3. — E-leiz a skeudennou o pourtrezi doueed ha doueezed ganto en o fenn kerniou karo, maout pe taro, pe c’hoaz diskouarn karo pe diskouarn marc’h. Skeudennet ez int peurliesa en o c’hoaze, kroazet o divesker, er stumm-a-boz anvet bouddhaek [2].

4. — Eun doue, d’ezañ tri fenn pe teir dremm, ha n’eo marteze nemet unan eus ar stummou a rôas kizell ar skeudennerien d’an taro teir garan pe d’an taro tri-c’herniek a gomzimp anezo pelloc’hik [3].

5. — An naer penn-maout, a zo kizellet gwech hec’h-unan, gwech a-gevret gant doueed kerniek pe trifennek. P’en em gav evelse, ez eo skeudennet peurliesa trôet en-dro da zargreis an doueed-se hag oc’h ober evel eur gouriz

  1. Skeudennou eus doue ar rod a vo kavet war A. Bertrand, op. cit. taolenn-skeudenn 28, skeudennou 54, 58. Gwelit ivez ar sksk. embannet gant Herri Gaidoz en e studiadenn Le dieu gaulois du soleil et le symbolisme de la roue, war Rev. archéol. 1884, II. Meret eo bet an hevelep testenn gant J. Déchelette. Lenn ivez studiadennou Trévédy a-zivout Le Cavalier et l’Anguipède.
  2. A. Bertrand, op. cit. taolennou-skeudenna 25, 26, 27, 30 ; skeudennou 38, 43 ; ha dreist holl S. Reinac’h, Bronzes figurés.
  3. Doueou trifennek pe teir-dremmek, Bertrand, sksk. 41, 42, 43, 48, 60. Maouez tri fenn outi e lennegez krenn-amzeriat Iwerzon : « Bez ’edo eno eur wrac’h du-moged hakr, ha tri fenn warni : unan evit klemm, hag unan evit c’hoarzin, hag unan evit kousket » (Caillech dhubh-dethaige adhuathmur and, ocus tri cintt foire : ceand oc coi, ocus cend do gaire, ocus cenn oc codol dibhsidhe) », Rev. celt. 1892, p. 5. — Slaved ar Baltik a oa ganto doueou trifennek (Triglav), pevar fennek pe peder-dremmek, ha seiz-dremmek. Unan en Arkona (enez Rügen) a oa pemp-dremmek, L. Léger, op. cit. p. 63 ha pass.