- Hon dizunaniezou hag hon dis anniezou, nemetken, o deus graet berz ar Romaned. D’hor faziou ez int dleourien eus holl gloar o armeou.
- (Komzou Galgakos da Vrezoned an Hanternoz kent emgann ar menez Graupios. — Dioc’h Takitus).
Mammennou hon anaoudegez eus ar Gelted koz. — Daou seurt a zo anezo :
1. — Al levriou skrivet er C’hres, dreist-holl adalek ar pempvet kantved kent Hor Salver, hag e Roma adalek an trede kantved. Ar skridou-se eo o deus miret d’imp kement a ouzomp eus istor ar Gelted koz, o veza ne rae ket ar re-man gant ar skritur, evel an holl boblou eus Hanternoz Europa [1].
2. — An traou a bep seurt : armou, binviou, braoigou, peziou-mouneiz, diskaraduriou-tiez, dismantrou kêriou ha kastellou, lezet gant ar Gelted e broiou Europa bet gwechall en o dalc’h, hag a zo bet kavet en hon amzer.
Dre studia piz an traou-se ha burutella gwelloc’h eget eur c’hantved ’zo ar skridou gresiek ha latin eo ez omp deut a-benn da gaout amploc’h ha suroc’h anaoudegez diwar-benn ar Gelted koz. Ar pez en deus tennet dreist-holl
- ↑ An tri skrid kosa eus poblou hanternoz Europa deut betek ennomp a zo : troidigez an Testamant koz e goteg gant an eskob Wulfila, er IVet kantved goude H. S. ; istor ar Franked, skrivet e latin gant an eskob galian-roman Gregor a Dour, er VIet ktv. ; istor Breiz skrivet e latin gant ar manac’h breizat Gweltaz, d’an hevelep mare.