Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/91

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
ar relijion

verc’hed, pe furm loened, taro pe varc’h peurliesa. Unan eus stêriou Iwerzon a veze graet anezi Bou-vinda « ar vuoc’h wenn » (« Boyne » bremañ). Da gredi eo edo, d’an derou, an doueez Epona eur vammenn santel a rôed d’ezi furm eur gazeg. Er mammennou dour tomm e veze lakaet chomadur doueed yac’haerien anvet Bormo (ano rak-keltiek), Borvo gant Kelted an Douar-bras, ha doueezed anvet Sirona, Dirona (d barrennet) ha Damona.

E-touez Kelted an Itali a raed lidou da voudiged an dervenned ; e kreisteiz Galia, da zoue an dero, da zoue ar C’houec’h Gwezenn, da zoue ar fao, da zoue brezeliat ar beuz. Abnoba e oa an doueez a rene war ar C’hoad Du e-lec’h ma tarz mammenn an Danuvios ; Arduinna e oa hini koad Ardenn ; er skeudennou e veze roet d’ezi doare eur vaouez azezet war gein eun tourc’h gouez war zaoulamm.

Pep torosenn eus an douar, adal ar c’hrug izel a c’holo eskern ar c’hadour betek ar menez uhel e sav ar gribenn anezañ dre greiz ar c’houmoul, he doa he spered galloudek pe galloudekoc’h. E Galia, e keheled Vosegos, Iouros, ha Dumias [1] war an dro doueed ha meneziou.


Ar Mammou. — En eur rumm gant ar speredou lec’hel-se eus an doureier, ar gwez hag ar rec’hell, emañ ar re a oa anvet Mammou gant ar Gelted. An ano-se a veze graet eus eun niver bras a zoueezed bihan a vire ar parkou hag an trevadou, ar bleun hag ar frouez, an hentou hag ar marc’hallec’hiou, an ti hag an oaled, an den, an tiegez hag ar meuriad, ar gêr vogeriet hag ar rann-vro. Lesanoiou a veze graet anezo hag a zo da lavaret « an damanterezed », « ar mirerezed », « an evesaerezed ». En doue ebet n’o deus bet marteze ar Gelted muioc’h a fiziañs eget er re-se. Ar soudarded keltiat a oa oc’h ober o servij en armeou roman, er Ia, en IIet hag er IIIet kantved, goude H. S., o deus lezet war o lerc’h e leiz a enskrivaduriou tenerus, e pedont pe e trugarekaont enno Mammou o bro, o meuriad pe o Mammou d’ezo o-unan [2].

  1. Bremañ « Vosges », « Jura », « Puy-de-Dôme ».
  2. Matres a vez graet eus ar Mammou en enskrivaduriou latin eus an Douar-Bras hag eus enez-Vreiz. Eus an hen-geltieg *mater, *matir, ez eo dinaouet an ano-man Matrona laket d’eur stêr e Galia. En hen-lennegez Kembre Modron (= * Matrona) he deus da dad Afallach (*Aballakka) en deus rôet e ano da enez Avalon (Rev. celt. 1899, pp. 112-3). Er Veda, e vez graet eus ar stêriou mataras « mammou », matritamas « ar mammou mamma », hag en Avesta mataro gitayo « ar mammou beo » (id. II, p. 7.) Kenveria, gant ar Slaved, an doueezed anvet Vilas, Samovilas, Samodivas, Rusalkas, L. Léger, Mythol. slave, pp. 166-81.