Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/93

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
93
ar relijion


KEVRENN II : AN NEVEDOU, AL LIDOU HAG AR C’HREDENNOU


An nevedou. — Eun dachenn douar bras pe vihan, bonnet piz, warni gwez dero pe gwez all, eun ti prenn hepken pe veur a hini da waskedi bannielou sakr ar meuriad, ha berniet eno ivez, evit doare, darn eus an teñzoriou gouestlet d’an doueed hag ar profou kinniget gant an dud, eur vammenn pe veur a hini, eul lenn a-wechou, hennez e veze peurliesa stumm an templou pe gentoc’h al lec’hiou gouestlet d’an doueed e-touez ar Gelted. Nemeton (d’an unander, nemeta d’al liester) a veze graet eus ar santualou pe lec’hiou sakr-se, hag ar ger-se, deut da veza diwezatoc’h neved e brezoneg, a oa, war a greder, « koad » e dalvoudegez kosa. Ar santualou penna a oa o ano vernemeton, drunemeton (ver, dru « bras », « meur »).

D’ar mare m’edont o veva en o frankiz, n’oa ket ar c’hiz gant ar Gelted ober skeudennou maen, prenn pe vetal eus o doueed. Er bloavez 279 kent H. S., pa welas Brennos delouennou alaouret an doueed gresian en o sav e santual meur Delf, e c’hoarzas goap outo. Er Ia kantved kent H. S. e komz Kaesar eus ar simulacra Mercurii a oa stank bras e-touez Kelted Galia. Nemet e c’hellfe beza e vije ar skeudennou-se kefiou gwez hepken pe mein hanter divrazet savet da vein-bonn, evel ar mein anvet Hermes e-touez ar C’hresianed. Goude donedigez ar Romaned nemetken e stagas Kelted an Douar bras ha re enez-Vreiz da skeudenni o doueed ha da sevel d’ezo gwir demplou ha chapelou maen pe vrikenn heñvel ouz ar re a oa gant ar Romaned hag ar C’hresianed.

Anaout a reomp hiniennou eus an tier-pedi a voe savet neuze gant ar Gelted dre ar roudou o deus lezet en douar hag an engravaduriou. Evel-se e ouzomp, da skouer, penaos, e Bro-Naoned, eur C’helt anvet Agedoviros, a ouestlas da Vars Mullo, doue lec’hel, « eun delouenn, gant he zempl hag holl ornaduriou hemañ », ha penaos, e penn all Galia, tost da venez Jura, eur Geltez, Kamulia hec’h ano, a lakas ober eur savenn, garidou warni, en enor da Vercurius. — Ar c’haera hag ar brudeta eus an templou savet gant Kelted Galia er Ia kantved goude H. S. e oa hini Mercurius en Augustonemeton (Clermont), e bro an Arverned. Vasso a veze graet eus an templ-se e keltieg. Gant maen-benerez e oa graet ar