mogeriou teo anezañ hag e oa kaeraet en e ziabarz gant maen-marbr ha marelladur-meinigou ; tôennet e oa e ploum. Gwelet e veze ennañ teñzoriou bras hag eun delouenn ramzel eus Mercurius a oa bet graet, evit an Arverned, gant ar brudeta eus skulterien hag aremerien ar C’hres, Zenodoros. Dek vloaz studi he doa koustet an delouenn-se ha 40 milion sesters [1] a labour.
An teñzoriou daspugnet el lec’hiou kensakret a zeue eun darn vras anezo eus an dibourc’h-brezel diwar an enebourien. Hiniennou eus an teñzoriou sakr-se a oa an dalvoudegez anezo uhel-meurbet. Er bloaz 103 kent H. S. pa voe kemeret ha gwastet kêr Dolosa, e Galia, gant ar pen-vrezelour roman Q. Servilius Caepio, e voe diframmet diouz an nevedou hag al lennou sakr eur berniad aour hag arc’hant, na oa ket priziet nebeutoc’h eget 15.000 talanton, a ra, er mouneiz-bremañ (1912), 85.500.000 lur.
Pedennou, korollou, diedkinnigou. — Edo ar c’hiz gant ar Gelted, pa azeulent o doueed, trei bepred war-du an tu dehou. An azeulerez, da lavarout eo an doare d’azeuli an doueed, a oa anezañ pedennou, korollou, braoued-kinnigou hag aberzou. E 61 goude H. S., ar rouanez Boudika a bed an doueez Andrasta o sevel eun dourn war-du an neñv ; en hevelep bloaz, drouized enez Vona a bed o sevel o daouarn war-du an neñv hag a daol ouz ar Romaned malloziou ha sulbedennou.
Hervez eur skrivagner gresian, al lidou sakr renet gant ar Vrezoned, en enor da zoueed an douar hag an trevadou evit doare, a oa heñvel-tre ouz ar re a veze graet da Zêmêter ha Korê en enezennou eus ar C’hres.
War a lavar eur skrivagner latin, e lidou a voe, gwragez ha merc’hed en em ziskoueze en noaz, livet holl o c’horf gant liou glas ha heñvel-tre ouz Afrikadezed. — Ar c’horollou graet en enor d’an doueed, a vez skeudennet alies war peziou moneiz ar Gelted. Dre gorollou graet e-pad an noz, d’al loargann, e lide ar Geltibered azeuladur eun doue n’ouzomp ket an ano anezañ. — Er bloaz 216 kent H. S., ar penvrezelour roman Posthumius o veza bet lazet, en emgann, gant Kelted an Itali, e voe goulonderet piz ha netaet e glopenn ;
- ↑ Sestersius ar Romaned a dalveze 0,26 lur-aour. — Templ bras an Arverned a voe gwastet ha diskaret gant ar C’hermaned en IIIet kantved.