Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/96

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96
notennou diwar-benn ar gelted koz

bras divent e veze serret enno an dorfedourien mesk-ha-mesk gant pep seurt loened, hag e lakaed an tan warno. An doare laza a veze alies diouz an doue ma lazed d’ezañ ; an dud a lazed da Esus a veze krouget ouz skourrou ar gwez ; devet ez veo e veze ar re a aberzed da Daranis ; en enor da Deutatis e vouged al lazidi dre o stlepel war o fenn en eur veoliad dour.


An divinouriez. — D’an azeulerez e tenn an diou fals-skiant-mañ : an divinouriez hag ar sorserez. — An divinouriez e oa ar skiant da zegemerout ha da lakaat anat youl an doueed. Brudet e voe ar Gelted e-touez ar C’hresianed hag ar Romaned evel divinourien dispar. Ar Roman desket, eur prezegour brudet anezañ. Cicero (kenta kantved kent H. S.), en doa graet kaozeadennou hir war an divinouriez gant an drouiz Dêvikiakos hag ar roue Dêviotarvos, a anzav, en e skrid De Divinatione, emañ ar Gelted en tu-hont d’ar Romaned ha d’an Etrusked er skiant-se. Ar Gelted a rae divinouriez dreist-holl diwar an traou-mañ :

1) Fiñvou al loened sakr, nij an evned da skouer ;
2) An neuz m’en em ziskoueze bouzellou al loened aberzet ;
3) En aberzou tud, an doare ma koueze an aberzad ha ma rede e wad ;
4) An huñvre graet en eul lec’h gouestlet d’an doueed ;
5) An ambren rakwelerez.


An hud. — Hervez kredenn ar baganed, e oa an doueed divarvel, yaouank ha kreñv atao. Lemmoc’h e oa ar pemp skiant anezo eget re an den ; disgwel e vezent peurliesa ha, p’en em ziskouezent d’an dud, e c’hellent mont d’o zouella ne vern e pe furm : den, loen, louzou pe vaen. Drouk e oa darn anezo hag ar re-all, ar re vadelezusa zoken, a veze a-wechou pennadus, gwarizius hag anwazus evel an dud. Ar fals-ouiziegez anvet « breou » pe « hud » a gave an den enni e wella gwarez ouz noueañsou galloudekoc’h egetañ, hag int techet da holl siou fall an dud. Dre ar breou e c’helle en em zifenn ouz an doueed hag, a zo gwell, e tize a-wechou zoken d’o zrec’hi ha d’o flega d’e youl : aroueziou treset pe engravet, komzou lavaret pe ganet, jestrou, lidou a raed piz diouz eur c’hiz heñvel bepred, louzaouennou pe vein a rôe ar galloud-se d’an den.