Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/97

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
ar relijion

An achanterez-se a oa bet en enor e-touez holl boblou Europa e-pad oadvez an armou maen ha hini an armou arem. E-doug an dek kantved a-raok donedigez H. S. ez eas war goaza e-touez ar C’hresianed ha darn eus poblou Italia. Miret e voe, avat, e barr e nerz, gant poblou an Hanternoz. Bez e oa, e-touez ar Gelted, hudourien a bep stad : adalek an drouiz, a oa anezañ eun uheliad hag eun den desket, betek ar sorser kêriadennou pe groaz-hentou, n’oa nemet eur c’houeriad pe eur c’hantreer.


An dreuzvuhez pe dreuzannezerez-ene. — Kredi a rae ar Gelted e c’helle a-wechou ene mab-den, pa veze bevezet ar c’horf, mont da enaoui korf eun den all pe korf eun aneval. Eur gredenn hounnez a c’hallje beza andoniet e doareou-natur bet sellet outo a-ziwar-c’horre, evel treuzfurmadur ar viskoulenn e balafenn hag, e bras, kement treuzfurmadur amprevaned. Sklaer eo n’eo ket, a galz, souezusoc’h taol d’ar spered gwelout eun den o vont da vleiz pe da vaen eget eur viskoulenn o trei e balafenn pe eur preñv e c’houil-dero.

Poblou estr eget ar Gelted, en Europa, a grede en dreuz-vuhez, pe « treuzannezerez-ene », da skouer an Dhraked, war harzou ar C’hresianed. Eur prederour gresian, anvet Puthagoras (VIet kantved kent H. S.), he c’hemeras diganto hag, er gelennadurez a zeske d’e ziskibien, e reas anezi eur c’hastiz : ene ar re fall nemetken a ya, goude o maro, da enaoui anevaled, e kastiz d’o gwallou. Netra ne ro d’imp da gredi e vije bet meneg a gastiz gant ar Gelted : roudou doun he deus lezet an dreuzvuhez e lennegez Breiziz hag Iwerzoniz ar Grenn-amzer ha hogozik atao e tiskouez beza eur gopr, e lec’h eur c’hastiz : en eun danevell iwerzoneg e welomp eun den hag heñ tro-ha-tro karo, pemoc’h gouez, gup, eog ha den adarre ; n’eo ket, avat, e kastiz d’e wallou ez eo treuzfurmet er mod-se ; Doue eo, en e vadelez, en deus aotreet ar seurt treuzfurmaduriou, evit ma vije eun test d’an darvoudou meur a c’hoarvezas en Iwerzon e kenta oadveziou ar bed.


Divarvelez an ene hag ar bed all. — Kredenn an dreuzvuhez a zo stag outi dre natur ar gredenn e divarvelez an ene. Hag, evit gwir, gwriziennet doun e oa ar gredenn-se er Gelted : ker start e fizient en eur vuhez all ma veze kavet en o zouez kredourien tuet da bresta arc’hant bras da zaskori er bed