Pajenn:Mordiern - Notennou diwar-benn ar Gelted Koz, 1944.djvu/98

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
notennou diwar-benn ar gelted koz

all. An drouized a rae ivez o holl c’halloud da vaga ha da greñvaat ar gredenn-se a dalveze da entana kadarnded ar Gelted en emgann.

Hervez an drouized, an ene (anamo e keltieg, furm c’henidik anamonos) [1] a ya, eur wech bevezet ar c’horf, en eur bed all e lec’h e kav eur c’horf heñvel ouz an hini emañ o paouez koll, nemet n’hall ket beza diskaret gant ar c’hlenved na disneuziet gant ar gozni. A-hend-all ar vuhez a rened er bed-all-se a oa heñvel a-walc’h ouz an hini a rened war an douar-mañ, hep nep kemm e stad an dud : eno ar gwaz a vane gwaz, ar sklav a adc’hane sklav ha ne veze ket diliam an dleour diouz e zleou dibaeet. Eno ec’h adstage ar C’helt gant ar vuhez-se a emgannou he doa gounezet d’ezañ, e bed ar re veo, brud, galloud ha pinvidigez. Setu perak e venne an uheliad beza douaret gant e garr-emgann, e gezeg, e gleze hag e holl armou hag an izela kadour gant e c’hoaf hag e skoued ; e sell ar brezeliou en devo ar penrener maro da embreger e bro an anaon eo e lazer war e vez e « ambakted » hag e sklaved, d’ezo da rei d’o mestr, du-hont evel du-mañ, skoazell o brec’h.

N’ouzomp ket pelec’h e lec’hie ar Gelted bro an anaon. Danevellou marzus Iwerzon, er Grennamzer, a ra anezi eun douar ec’hon pe eur strollad enezennou meur [2] pell-pell war-du ar c’huz-heol en tu-hont d’ar Mor-Bras. Eur vag vurzudus, graet holl e gwer [3], a gase di an eneou. Eur vro e oa, dispar he c’hened, e kreske enni gwez o deliou heson, karget a avalou aour, hag en em astenne drezi pradou bleuniet, añchet a waziou gwin ha mel. Eno aon ebet

  1. Diwar an hevelep gwrizienn ha *anatla « c’houezadenn » deut da anazl e brezoneg krenn ha da anal (Gwened), alan e brezoneg bremañ ; keñveria ivez anaon hag an ano-den Anatemaros.
  2. Enezennou bras meurbet e oant evel m’en diskuilh d’imp an danevell goz : Imram Brain maic Febail ocus a Echtra : « Roeñvadenn Bran mab Febal hag e Ermaeziadenn », da lavarout eo e vonedigez er-maez eus ar bed-mañ (hounnez eo talvoudegez ar ger « Echtra ») :

    Fil tri coictea inse cian
    isind oceon frinn aniar ;
    is mo Erinn co fa di
    cach ai diib no fa thri.

    « Teir gwech hanterkant enezenn bell a zo — er mor Okean, er c’huz-heol d’imp ; — brasoc’h eget Iwerzon diou wech — eo pep-hinï anezo pe deir gwech. »

  3. Arem eo ar vag e danevellou-zo.