Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/101

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 a C’houevrer
93
santez agatha, guerc’hez ha merzerez


Ar c’homzou-ze a lakeaz Kuensian da vont enn egar. « — Ra vezo, emezhan, dispennet he chorf holl gant ivinou houarn ! » Mes ar Zantez a ioa eunn dudi evithi beza bourrevet evelse. « — Kement a blijadur am euz evelhenn, emezhi, hag eunn den hag a reseo eur c’helou euruz bennag, pe eunn all hag a erru gant eur mignoun en doa mall da velet, pe eunn all choaz hag en deuz kavet eunn tenzor euz ar re gaera. »

Ar gouarner a ioa muioc’h-mui a zrouk ennhan o velet ar joa a ziskoueze Agatha, ha setu hen ha rei urs da drouc’ha d’ezhi eur c’hostez euz he stomok. « — Den kriz ha didruez, eme ar Zantez neuze, n’oc’h euz ket a vez o lakaat ober kement all da eur plach iaouank? Ankounac’heat oc’h euz eta penaoz oc’h bet maget da genta gant ho mamm? » Goude ann tourmant nevez-se, Kuensian a reaz kas Agatha d’ar prizoun enn dro, enn eur zifenn grons lezel medisin ebed da dostaat outhi. Mes enn noz varlerc’h ann abostol sant Per a deuaz d’he guelet dindan furm eunn den koz, guenn he vleo, hag a bareaz he holl gouliou.

A benn pevar devez goude, e oue galvet da vont da gaout ar gouarner evit ann drede guech. Kuensian a oue souezet-maro pa remerkaz ne oa mui gouli ebed enn he c’horf. « — Piou, emezhan, en deuz ho pareet evelse ? » « — Jezuz-Krist, guir Vab Doue, » eme ar Zantez. Kerkent ar gouarner a ordrenaz diviska he dillad diganthi ha ruill anezhi var glaou beo ha tammou guer torret, a ioa taolet enn eunn douez var ar pave ; mes d’ann ampoent ann douar a grenaz, diou voger euz ann ti a gouezaz, ha daou vignoun d’ar gouarner a oue paket ha flastret dindan ar vein. Kuensian, spountet-holl, a lavaraz neuze kas Agatha d’ar prizoun adarre.

Ar Zantez a ioa dija hanter-varo, ha pa erruaz eno, e reaz ar bedenn-ma da Zoue : « — O va Doue, emezhi, c’houi oc’h euz beillet varnon azalek va bugaleach, c’houi och euz va diouallet dioc’h karantez ar bed, c’houi oc’h euz roet d’inn ar c’hras da veza treac’h d’am bourrevien; mad, brema, plijet ganehoc’h reseo va ene etre ho taouarn ! » Enn eur achui ar c’homzou-