Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/106

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
7 a C’houevrer
sant romuald, abad

bennag, ha neuze e lavare outhan he-unan : « — Setu aze avad, Romuald, eunn tamm boued hag a rafe plijadur d’id. Me zo sur te lipfe da vourrou goude beza debret hennez. Mad, kaer az pezo, ne danvai ket anezhan : gant ar guel hebken e renki karga da gof. » Enn despet d’he binijennou, d’ar vrezel a rea d’ezhan ann drouk-spered ha d’ar pez en devoue da c’houzanv euz a berz ann dud fall, ar Zant ne veze morse tenval he benn, hag ar joa a bare bepred var he dal a lakea ive ar re all da veza laouen eveldhan.

Kement a dud a zirede d’he gaout evit deski ganthan ar guella feson d’en em zantifia ma renkaz sevel evitho eunn niver braz a gouenchou. Betek kant a zavaz dioc’htu e nebeut bloaveziou. Mes ar vrudeta eo hini Hamaldoli enn Toskaan. Eunn devez Romuald a ioa en em roet da gousket eno e tal eur feunteun, ha setu, epad he gousk, e velaz eur skeul hag a ioa he zroad var ann douar hag he beg harp enn env. Eur vandenn venac’h, guisket e guenn, a bigne hag a ziskenne dre ar skeul. Pa zihunaz, ar Zant a gountaz ann huvre-ze d’he ziskibien, ha goudeze e reaz d’ezho kemeret eur zae venn e plas ar zae zu a zougent araok. Evelse e teuaz da veza ar foundatour euz a eunn Urs nevez a venac’h, hanvet Kamalduled, hag hen a oue ann abad kenta pe ar c’henta superior euz ann Urs-ma.

Romuald a vevaz betek ann oad a c’houec’h-ugent vloaz, istimet hag henoret gant ar brinsed hag ar rouaned kouls ha gant ar bobl. Ouspenn m’en d’oa bet digant Doue ann donezoun a viraklou, e tisklerie c’hoaz avechou ar pez a dlie erruout enn amzer da zont. O c’houzout e tostea he heur diveza, e lakeaz ober evithan eunn toullik-kambr kloz el leac’h ma tremenaz hiviziken ann deiz hag ann noz heb lavaret ger, hag ato he-unan gant Doue. Ac’hano eo e nijaz he ene santel d’ar baradoz er bloaz 1027 goude donedigez hor Zalver.


KENTELIOU SANT ROMUALD

Da genta. — Buez ar Zent a laka va c’haloun da ranna. Mez am euz pa velann petra o deuz-hi great ha petra a rann va-unan.