r zantez-ma a ioa ginidik euz ann Itali ha c’hoar da
zant Beneat. He zad hag he mamm a zavaz anezhi e
doujans Doue, hag azalek he bugaleach e reaz ato fae
var ann dillad kaer ha var ar braoigou karet gant ar bed;
he mamm e devoa desket d’ezhi n’euz netra par d’ar
vodesti ha d’ann devosion evit rei doare vad da eur
plac’h iaouank. Meur a zichentil a c’hoanteaz he c’haout
da bried; mes great e doa dija veu da jom bepred guerc’hez.
O veza klevet hano euz ar vuez burzuduz a rene he breur var menez Kasin, ec’h en em zantaz poulzet da gemeret skouer diouthan ha d’en em denna ive ena eur plas distro bennag evit tremen eno he holl amzer o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn. Sant Beneat, oc’h anaout oa Doue he-unan en devoa lakeat ar zonj-se e spered he c’hoar, a roaz d’ezhi eur reolenn a vuez henvel tost da vad ouz ann hini a viret enn he Urs, hag a reaz sevel evithi eunn ermitach pe eur gouent varnhed diou pe deir leo dioc’h menez Kasin.
Heb dale e teuaz di eur maread merc’hed iaouank da c’houlenn ober koumpagnunez da Skolastik hag heul ar reolenn a vuez e devoa bet digant he breur. Ar Zantez ho digemeraz gant joa, ha beva a rejont asambles evel elez var ann douar. Ar bed ne oa mui netra evitho: ho spered hag ho c’haloun a veze noz-deiz enn env gant ann Aotrou Doue.
Sant Beneat hag he c’hoar ne oa ket goall bell etrezho. Goulskoude n’en em velent nemed eur vech er bloaz, ha c’hoaz ne d-eant morse ann eil da gouent egile. Merka a reant eunn devez d’en em gaout ho daou d’ann heur ma’nn heur enn eur verouri hag a ioa enn hanter’nn