hent, pe var dro, etre ann diou gouent. Eno e choment neuze eur pennad da gomz a draou mad ha santel.
Hogen, eur blavez m’oant eat evelse d’en em velet hervez ho c’hustumm, Skolastik a lavaraz d’he breur dioc’h ar pardaez : « — Va breur ker, chomit hirio, me ho ped, da dremen ann noz ganen ma kaozeimp hon daou ac’hann da varc’hoaz divar benn gloar ha joausded ar baradoz. » Mes sant Beneat a respountaz : « — Petra livirit, va c’hoar geaz ? Ne c’hellann ket chom; pec’hed am befe o tremen ann noz er meaz euz va c’houent. »
O klevet ar respount-se, ar Zantez a oue rannet he c’haloun, ha setu hi ha kroaza he daouarn var ann daol hag harpa he fenn var c’horre. Kerkent e tirollaz da vouela enn eur bedi Doue da gaout truez outhi, ha kerkent ive e savaz eur barr-arne spountuz petra bennag m’oa digoc’henn-kaer ann amzer. Al luc’hed a zilamme enn ti, ar gurun a strake hag ar glao a goueze teo ha puill egiz pa vijet bet o teuler dour gant barazou. Ne zerviche mui da Veneat sonjal distrei d’he gouent. Pa velaz ann dra-ze, ar Zant a skandalaz he c’hoar goustadik enn eur lavaret : « — Va c’hoar geaz, petra oc’h euz-hu great? Plijet gant Doue ho pardouni! »
Mes Skolastik a respountaz : « — Pedet em euz ac’hanhoc’h, ha noc’h euz great van. Goudeze em euz pedet ann Aotrou Doue, ha Doue en deuz va zelaouet; brema it d’ar gear mar gellit, ha list ac’hanon ama va-unan. »
Sant Beneat a goumprenaz dre ar mirakl a ioa c’hoarvezet oa bolontez Doue e chomje da dremen ann noz gant he c’hoar. Chom a eure, ha betek goulou-deiz ne ehanjont ho daou da gomz euz a euruzded ar Zent er baradoz. Da c’houlou-deiz, peb hini anezho a zistroaz d’he gouent.
Tri devez goude, Beneat a ioa enn he gambr pa velaz, enn eur zellet enn ear, ene Skolastik o nijal d’ann env dindan furm eur goulmik venn. Raktal ec’h en em lakeaz da veuli ha da drugarekaat Doue, ha goudeze e kasaz lod euz he venac’h da gerc’hat korf he c’hoar evit he enterri