Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/117

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
12 a C’houevrer
109
santez janned a valoa

marvelamant, e renkit hasta affo her pellaat diouzhoc’h pe en em bellaat diouthan : anez, e chomit ato var hent ann ifern.





ann daouzekved devez a viz c’houevrer


SANTEZ JANNED A VALOA, INTANVEZ
————


Ar zantez-ma, merc’h da Loiz Unnek, roue Frans, a ioa douget d’ar vertuz ha d’ann devosion azalek he c’henta bugaleach. Ne oa c’hoaz nemed pemp bloaz ma ne roe peoc’h ebed defot he c’has d’ann iliz da bedi Doue. Ar pez a glaske dreist peb tra oa beza mignoun d’ar Verc’hez, ha goulenn a rea aliez ouz ar vamm benniget-ma petra renke da ober evit plijout d’ezhi hag he zervicha evit ar guella. Eunn devez, Mari a respountaz d’ar brinsez iaouank e tlie sevel enn he henor eunn Urs nevez a leanezed, ha divar neuze Janned ne zonjaz mui nemed da guitaat ar bed ha da heul Jezuz-Krist.

Mes ar roue he zad en devoa eur zonj all, hag a felle d’ezhan a-grenn he dimezi d’ann duk a Orlean. Ar Zantez a oue kontroliet-braz gant ann dra-ze. Senti a reaz evelato enn eur lakaat he holl fizians e Doue, hag ober a eure kement a ioa enn he galloud evit gounit kaloun ann duk a Orlean. Mes ar prins-ma ne brijaz morse anaout anezhi evit he bried, hag ar pab Aleksandr VI, goude beza karget eur c’hardinal ha daou eskop da ober eunn enklask piz var gement-se, a ziskleriaz erfin oa nul ann dimezi a ioa etrezho.

Janned a zridaz he c’haloun pa glevaz ar c’helou-ze. « — Doue ra vezo meulet! emezhi; hiviziken e vezo easoc’h d’inn implija va holl amzer enn he zervich. » En em denna a reaz raktal e kear Bourj, el leac’h ma oue roet eur palez d’ezhi gant ar roue, hag eno e tremenaz ann nemorant euz he buez. He c’henta soursi a oue da zevel eunn Urs nevez a leanezed evel a ioa bet lavaret d’ezhi gant ar Verc’hez enn he bugaleach ; mes poan aoualc’h e devoue o tont a benn euz ann dra-ma. He