Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/145

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
24 a C’houevrer
137
sant mathias, abostol


a benn euz he daol dre he zousder hag he furnez. Mes he spered a ioa dalc’h-mad enn he gouent ha ne ehane da c’houlenn kounje da zistrei etouez he venac’h.

Ar pab Aleksandr Eil a roaz erfin kounje d’ezhan, nemed e lavaraz e kounte varnhan ato pa vije ezomm anezhan evit eur gefridi vraz bennag. Per Damian a zridaz he galoun pa resevaz ar respount-se, hag o veza distro d’he gouent, ec’h en em lakeaz adarre da ren he vuez a vanac’h evel guech all. Ne falvezaz ket d’ezhan zoken kemeret mui ar garg a abad.

Goulskoude ar pab, evel en doa lavaret, her c’hasaz c’hoaz, evel kannad euz he berz, da Frans, d’ann Allemagn ha da Raveenn. Enn eur zont euz ar gear-ma da Rom, e kouezaz klanv e Faenza, hag eno e varvaz d’ann 22 a viz c’houevrer 1072, oajet a dri bloaz ha pevar-ugent. Ar pab Leon XII en deuz lakeat anezhan e renk ann doktored euz ann Iliz abalamour d’al levriou kaer en deuz skrivet.


SONJIT ERVAD

Nag a vinored zo hirio hag a c’hoarvez gantho ar pez a erruaz gant Per Damian enn he vugaleach ! Goude maro ho zad hag ho mamm, e kouezont ive aliez etre daouarn eur breur, pe eunn eontr, pe eunn den all bennag ha n’en deuz soursi ebed nag euz ho c’horf nag euz ho ene. Ar re en em garg da zevel minored a dle da genta ho maga hag ho guiska hervez ho stad, ha goudeze deski pe lakaat deski d’ezho ho fedennou, ho c’helenn var guirioneziou ar relijion, hag ho c’has da govez, d’ann offerenn ha d’ar c’hatekiz pa vezont enn oad da vont. Mar mankont d’ann dever-ze, e kemeront eur goal zamm var ho c’houstians, hag e respountint dirak Doue, ene evit ene, euz ar vugale geiz o devezo lezet, dre ho faot, da veva evel paianed.






ann pevare var ’nn ugent a viz c’houevrer


SANT MATHIAS, ABOSTOL
————


Sant Mathias a ioa ganet e Bethleem, hag a oue skoliet mad enn he iaouankiz var ar Skritur Sakr. Heul a reaz hor Zalver epad ma prezege ann Aviel dre ar Judee, ha