Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/16

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
8
3 a C’henver
sant per balsam, merzer



ann trede devez a viz genver


SANT PER BALSAM, MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz ar Palestin, hag a oue taolet er prizoun, abalamour m’oa kristen, enn amzer ma rene ann daou impalaer Maksimin ha Galerius. Goudeze e oue kaset dirag ar gouarner Severus, hag hema a c’houlennaz outhan pe hano en doa. « — Balsam a reer ac’hanon, eme ar Zant, euz a hano va zad ; mes Per eo va hano badiziant, rak kristen oun. »

Neuze ar gouarner a lavaraz d’ezhan : « — N’hoc’h euz ket anaoudegez euz al lezenn o deuz douget ann impalaered? » Per a respountaz raktal : « —Anaout a rann gourc’hemennou va Doue, guir roue ann Env hag ann douar. » — « Gouezit eta, eme Zeverus, ez euz eul lezenn, douget gant ann impalaered, hag a ordren d’ann holl gristenien kinnig ezans dann doueou, dindan boan a varo. » — « Gouezit ive, eme Ber, ez euz eul lezenn all, douget gant roue ann Env hag ann douar, hag a zifenn ober ann dra-ze, dindan boan da veza daonet. Ouz pehini euz ann diou lezenn-ze e kav d’ehoc’h eo guella d’inn-me senti? » — « Me gav d’inn, eme ar gouarner, e tleit senti ouz lezenn ann impalaered. » — « Mes, eme ar Zant, ne c’hellann ket kinnig ezans da zoueou koat ha mean, evel ar re a adorit. » — « Hon offansi a rit o komz evelse, eme Zeverus. » — « Ne glaskenn ket hoc’h offansi, eme Valsam ; n’em euz great nemed lavaret d’ehoc’h ar pez a zo merket er Skritur Sakr : Idolou ar baianed ne dint nemed aour hag arc’hant, traou great gant daouarn ann dud. Ginou ha diouskouarn o deuz, ha ne gomzont na ne glevont ; bez’o deuz daouarn ha treid ha ne c’hellont ket ho manea : ra zeui da veza henvel outho kement hini a laka he fizians ennho ! »