Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/160

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
152
2 a Veurs
sant jaoua, eskop

kount araok ma erruaz ar bara benniget betek ennhan. Ar gentel-ma a reaz d’ann eskibien all beza hiviziken startoc’h enn ho dever.

Doue en doa roet d’ar Zant ann donezoun a viraklou, hag ann dra-ze a greske c’hoaz ar respet hag ann istim o devoa ann holl evithan. Gouarn a eure he eskopti betek ann oad a bevar-ugent vloaz, ha d’ar c’henta a viz meurs euz ar bloaz 550 e roaz e peoc’h he ene da Zoue. He gorf a oue enterret enn iliz Sant-Per ; mes a benn c’houec’h vloaz goude e oue kaset ac’hano da eunn iliz nevez a ioa bet savet dre urs ha divar goust Childebert, roue Frans. Ouspenn tri-ugent parrez, ken e Breiz, ken e Frans, o deuz choazet sant Albin evit ho fatroun.


SONJIT ERVAD

Ann dimiziou etre ar re a zo kerent dre ar goad pe dre allians hebken a zo difennet gant ann IIiz betek ar bederved lignez. Evelse daou zen iaouank ne c’hellont ket dimezi ann eil d’egile mar d-int kendirvi gompez, pe vugale, pe vugale vihan da gendirvi gompez. Er memes tra, eunn intanv ne c’hell dimezi na d’he c’hoar-gaer, na da eur vaouez hag a ioa he c’hreg kenta hag hi kinitervezed kompez, pe vugale, pe vugale vihan da gendirvi gompez. Ar seurt dimiziou-ze n’int ket hebken difennet dindan boan a bec’hed, mes nul int c’hoaz dreizho ho-unan ha n’o deuz talvoudegez ebed dirak Doue ha dirak ann Iliz pa vezont great heb dispans. Hogen, eunn hevelep dispans ne dle beza goulennet nemed evit eur rezoun vraz bennag, ha c’hoaz ann Iliz ne gar ket he rei ; rak ann natur he-unan a verk n’e ket ann dra-ze eunn dra vad ha deread. Ar gerent a zimez entrezho a ia buhanoc’h ho goad da fall, hag ar vouenn anezho ne bad ket keit : ann dra-ma a zo anavezet a bell zo. Setu perak hon Tad santel ar Pab Pi Nao en deuz, brema ez euz eunn nebeut bloaveziou, savet he vouez a nevez evit dizalia ar gristenien fidel dioc’h ar seurt dimiziou-ze. Sentit outhan, ha ne glaskit morse dimezi gant ho kerent tosta nemed eur rezoun dreist-ordinal o pefe.






ann eil devez a viz meurs


SANT JAOUA PE ZANT JOEVIN, ESKOP
————


Jaoua a ioa ginidik euz ann Irland, hag a deuaz da Vreiz-Izel asambles gant sant Paol ; lod a lavar zoken oa niz d’ar zant-ma. Goude beza bet eur pennad o