Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/162

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
154
2 a Veurs
sant jaoua, eskop

var guirioneziou ar feiz, ha pa gavaz d’ezhan e c’houie mad aoualc’h he greansou, e lavaraz da zant Jaoua he vadezi. Rak sant Jaoua a ioa bet o tiambroug sant Paol beteg Koatgarz, hag abaoue oa chomet da ober koumpagnunez d’ezhan. Hogen, evit rapari he dorfed, Aotrou ar Faou a lakeaz sevel eur gouent nevez el leac’h m’en doa lazet ann daou abad, hag e memor euz ann daou vuntr-se, ar gouent nevez a oue hanvet Daoulas. Sant Jaoua a oue hanvet da abad er gouent-ma; mes karget oa ato euz a barrez Brasparts.

Neuze eur guchenn dud fallakr a reaz adarre goall vuez d’ezhan, ha setu hen ha mont da Gastell da gaout sant Paol. Sant Paol her c’hemeraz da vikel vraz, hag a benn daou vloaz goude, oc’h en em velet dija koz ha kabac’h, e lakeaz anezhan da eskop enn he blas.

Sant Jaoua a boaniaz da gerzet bepred var roudou sant Paol; mes ne oue ket pell eskop. Abaoue m’en doa kuiteat Daoulas ha Brasparts, tud ar vro-ze ne c’hellent mui kaout tamm eost ebed. Pedi a rejont ar Zant da vont da lamet divar ho douarou ar valloz o devoa tennet varnho dre ho ingrateri enn he genver. Jaoua a ieaz, hag a obtenaz pardoun evitho digant Doue. Mes prest goude e klanvaz e presbital Brasparts, hag eno e varvaz e peoc’h var dro ar bloaz 562. Sant Kenan, persoun Plouguerne, a ioa bet digaset gant sant Paol da rei d’ezhan he zakramanchou diveza. Araok mervel en doa lavaret lakaat he gorf enn eur c’harr nevez, stargna daou ejenn ouz ar c’harr, ha lezel ann ejenned da vale ken na jomchent a za anezho ho-unan. Setu ar pez a oue great. Hogen, ann ejenned a valeaz betek ma errujont e parrez Plouvian, var eunn dachenn vraz el leac’h ma torraz ar c’harr. Eno e oue enterret korf sant Jaoua, ha divezatoc’h e oue savet eur chapel var he vez. Evelato he relegou n’emaint mui er chapel-ma : kaset int bet da Gastell a-c’houdevez.


SONJIT ERVAD

Ni on euz da ziouall rak eunn dragoun hag a zo kalz goasoc’h eged ann hini a deuaz var dro ar Faou enn amzer sant Jaoua. Hennez ne lame digant ann dud nemed buez ar c’horf, hag enn hor c’hichen-ni ez euz eunn dragoun all, dragoun ann ifern pe ann diaoul, hag a glask