Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/163

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
3 a Veurs
155
sant guennole, abad

lamet diganeomp buezann ene. Hema en deuz muioc’h a ijinn hag a fallagnez eged egile, ha ne ehan da stegna he rouejou dirazomp evit hor c’holl da viken ; bezomp eta bepred var evez gant aoun na vemp paket er rouejou-ze.

Diouallomp ive na lakafemp goalinier Doue da goueza varnomp oc’h ober fae var gomzou ar re a zeu d’hor c’helenn euz he berz.






ann trede devez a viz meurs


SANT GUENNOLE, ABAD
————


Sant Guennole (guenn-holle) a ioa ganet e kostez Sant-Briek er bloaz 418. Hano he dad oa Fragan, ha Guenn, hano he vamm. Ho daou o doa goestlet ho mab da Zoue araok m’oa deuet var ann douar; mes pa veljont peger koant ha peger chentil oa enn he vugaleach, ha pegement a spered hag a skiant en doa dija d’ann oad-se, ne falvezaz d’ezho mui seveni ho fromesa. Goulskoude, pa c’houezaz pe seurt veu o devoa great, Guennole he-unan ho aliaz da zelc’her mad d’ho ger ; rak hen, dioc’h he gostez, n’en doa ken ioul nemed d’en em rei holl da zervich Doue.

Fragan, o veza eat eunn devez d’ar park da gaout he vevellien, a oue pilet d’ann douar gant eunn tarz kurun. Kerkent ar mevellien a ziredas holl enn dro d’ho mestr evit he zevel, ha neuze e klevchont anezhan oc’h huanadi hag o lavaret dre he huanadou : « — Va Doue, d’ehoc’h int holl, hag ho goestla a rann d’ehoc’h azalek ar c’henta- betek ann diveza. Resevit-hi, o va Doue, rak c’houi eo oc’h euz ho roet d’inn. N’e ket hebken Guennole, o va Doue, mes c’hoaz he zaou vreur kosa hag he c’hoarik vihan; n’e ket hebken ar vugale, mes ive ann tad hag ar vamm. »

Enn eur erruout er gear, Fragan a gountaz d’he bried ar pez a ioa c’hoarvezet ganthan, ha prest goude e oue kaset Guennole da zant Budok, a ioa o chom enn eunn enezenn tost d’ann aod. Ar zant-ma a ioa deuet di euz a Vro-Zaoz asambles gant eur vandenn venac’h, hag en