Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/177

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8 a Veurs
169
sant iann doue




KENTELIOU SANT THOMAS

Da genta. — Ann nep en deuz aoun rak koll istim ann dud, hag en deuz poan pa vez disprijet, a vezo diez d’ezhan beza eur c’hristen parfet.

D’ann eil. — Ann ene n’en em blij ket o pedi n’ez ai nemeur araok var hent ar zantelez.

D’ann trede. — Ne goumprenann ket e c’hellfe eunn den c’hoarzin ha beza laouen mar d-ema e stad a bec’hed marvel.

D’ar pevare. — Ar pez a renker evit beza salvet eo kaout eur guir volontez d’en em zavetei.






ann eizved devez a viz meurs


SANT IANN DOUE
————


Ar zant-ma a ioa ganet er Portugal er bloaz 1495. Ne oa c’hoaz nemed eiz pe nao bloaz pa dec’haz euz ar gear evit mont da Vadrid da heul eunn divroad; mes abandounet e oue gant hema enn hent, ha setu ne c’houie mui pe du trei. Eunn den divar ar meaz en devoue truez outhan, hag her c’hemeraz da vous pe da vevell bihan evit diouall he zenved. Iann a ioa bet kelennet mad gant he dad hag he vamm; ober a reaz he zervich gant lealded, hag abarz he zaou vloaz var’nn ugent oa deuet da veza mevell braz pe vestr-mevell. He vestr zoken en doa kefrient a istim evithan ma kinnigaz he verc’h d’ezhan evit pried. Mes hen n’edo ket e poan da fortunia : c’hoant mont da zoudafd en devoa. Goulenn a eure eta beza resevet enn arme, ha resevet e oue.

Hogen, bete neuze oa bet eur paotr fur; mes, eur vech soudard, e tilezaz he zeveriou a relijion evel kalz a re all siouaz! hag e renaz eur vuez direol. Goulskoude Doue a zigoraz d’ezhan he zaoulagad dre ziou gentel hag a skoaz eunn taol pounner enn he galoun. Eunn droiad, e oue dare dezhan beza lazet enn eur goueza divar he varc’h, hag eunn droiad all e oue koundaonet d’ar maro abalamour m’oa bet laeret traou hag oa karget da