Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/187

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 a Veurs
179
santez perpetua, merzerez

d’ar prizoun ; klevet en doa e vijenn galvet heb dale dirak ar barner. He benn a ioa tenval : « — Va merc’h emezhan, bez truez ouz da dad, a zo dija koz, ha ne d-a ket d’ober d’inn beza mez ar vro. Bez truez ouz da vreudeur, ouz da vamm-gaer hag ouz da grouadur. Hema ne c’hello mui chom beo mar marvez da-unan, ha ni, penaoz e kredimp-ni bale hiviziken hag en em ziskouez dirak ann dud mar bezez-te lakeat d’ar maro dre zaouarn ar bourreo ? » Enn eur gomz evelse e poke d’am daouarn, ha goudeze ec’h en em strinkaz d’am zreid enn eur vouela dourek.

« He gonzoli a riz guella ma c’helliz enn eur lavaret d’ezhan :

« — Va zad, ne erruo ganen nemed ar pez a blijo gant Doue : Hen eo ar Mestr, ha red e d’eomp soubla d’he volontez. » Var gement-se ec’h en em dennaz kuit glac’haret-holl hag evel pa vije eat e dizesper.

« A greiz m’edon gant va lein, e teujot d’am c’herc’hat evit va c’has dirak ar barner. Va zad a ioa eno ive, hag asambles ganthan eur mevell hag a zouge va c’hrouadur etre he zivreac’h.

« Ar barner a gomzaz ouzinn evelhenn : « —Petra, emezhan, n’och euz damant ebed da vleo guenn ho tad, n’oc’h euz damant ebed d’ar bugel-ma a deui dre ho maro da veza eunn emzivad keaz ? Kinnigit ezans d’ann doueou evit iec’hed ann impalaered.

« — Ne rinn ket, eme ve.

« — Kristenez oc’h eta, eme ar barner ?

« — Ia, kristenez ounn, » a respountiz raktal.

« Neuze ar barner a reaz d’am zad mont d’ar gear, ha goudeze e koundaonaz ac’hanon da veza dispennet gant al loaned. »

Ama ec’h echu ar pez a zo bet skrivet gant ar Zantez. Merka a ra c’hoaz evelato e tremene he holl amzer er prizoun o pedi Doue, hag e velaz eunn nozvez er purkator eur breur bihan d’ezhi hag a ioa maro d’ann oad a zeiz vloaz. Divar neuze ne ehane da c’houlenn truez evit ar breurik paour-ze, hag abarz ar fin Doue a roaz d’ezhi da anaout oa peur-c’hreat he binijenn ganthan, ha n’edo