Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/193

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 a Veurs
185
sant gregor, pab ha doktor

gant ar pabed a zo deuet var he lerc’h. Lakaat a reaz ober eur roll euz a holl beorien Rom hag euz ar re divar dro evit gellout pourvei da ezommou peb hini anezho. Bemdez e reseve daouzek divroad ouz he daol, hag enn ho zouez ec’h en em gavaz eunn eal eur vech, hag eur vech all, hor Zalver Jezuz-Krist he-unan.

Mes ar pez a glaske dreist peb tra oa gloar Doue ha silvidigez ann eneou. Ne espernaz nag he boan nag he amzer evit lakaat ann heretiked, ar chismatiked hag ar Iuzevien da anaout ar virionez euz ar relijion gatholik, ha bez’en devoue ann eur da velet eur maread anezho o tilezel ho fals kredennou. Kas a reaz misionerien da Vro-Zaoz, hag ar visionerien-ma a brezegaz eno gant kement a frouez ma c’hounezchont ar Zaozon holl da feiz Jezuz-Krist.

Gregor a labouraz ive da lamet ar giziou fall euz a douez ann dud fidel ha da lakaat urs enn offisou ann Iliz. Merka a eure he-unan pe seurt orezoun, pe seurt abostol ha pe seurt aviel a dliet da lavaret bemdez enn offerenn, ha chench a reaz doare d’ar c’han evit ma vije kaeroc’h. Savet en doa daou di e Rom evit ober skol d’ar gurusted, hag aliez ez ea he-unan da zeski d’ezho kana. Petra bennag n’en doa tamm iec’hed ebed, koulz lavaret en deuz skrivet kalz levriou evit kelennadurez ann eskikien, ar veleien hag ann holl gristenien, hag ann avieler Per en deuz roet testeni da vega guelet ar Spered-Santel dindan furm eur goulm aziorc’h he benn epad ma veze o skriva al levriou-ze.

Erfin, goude beza gouarnet ann Iliz epad trizek vloaz, c’houec’h miz ha dek devez, ar pab santel hag ann doktor braz-ma a ieaz da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he veritou, d’ann daouzek a viz meurs euz ar bloaz 604. Edo neuze o ren he bevar bloaz ha tri-ugent.


KENTELIOU SANT GREGOR

Da genta. — Ann nep a vouel d’ho bec’hejou, hag a deu adarre da goueza buhan er pec’hed, ne c’hoar ket ober pinijenn, pe ne ra nemed ann neuz da ober.

D’ann eil. — Evit kaout eur guir garantez, e renker karet he vignoun e Doue, hag he enebour abalamour da Zoue.