Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/197

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 a Veurs
189
sant lonjin, merzer



ann pemzekved devez a viz meurs


SANT LONJIN, MERZER
————


Sant Lonjin eo ar zoudard a zigoraz kostez hor Zalver gant eunn taol lans eur pennad goude m’oa tremenet. Kounta a reer e teuaz da veza dall var ann heur ; mes, o veza kemeret eunn nebeut euz ar goad a ioa chomet stag ouz he lans ha frottet ar goad-ma ouz he zaoulagad, ec’h askavaz adarre ar gueled. Ann daou virakl-se a reaz d’ezhan kredi dioc’htu e Jezuz-Krist.

Ar burzudou a c’hoarvezaz pa zavaz hor Zalver euz a varo da veo a greskaz c’hoaz he feiz ; rak bez’ez oa unan euz ar goardou a ioa karget da ziouall ar bez. Mes pa’z eaz ar goardou-ma da gounta da brinsed ar veleien ar pez a ioa erruet, ha pa oue kinniget arc’hant d’ezho evit lavaret gevier, Lonjin a reaz fae var ann arc’hant-se hag a gendalc’haz da ziskleria a vouez huel ha dirak n’euz fors piou oa e guirionez savet Jezuz-Krist euz a varo da veo.

Ar Iuzevien o doa c’hoant da ober eur goall dro bennag d’ezhan abalamour d’ann dra-ze ; mes Lonjin, o c’houzout pe seurt sonj a ioa enn ho spered, en em dennaz er C’happados gant daou soudard all. Eno e roaz testeni e peb leac’h euz ar pez en doa guelet he-unan, ha dre he gomzou hag ar skouer euz he vuez santel e c’hounezaz eur maread tud d’ar feiz kristen. Neuze ar Iuzevien hen diskuillaz da Bilat evel eunn treitour, hag a c’houlennaz ma vije kaset archerien d’he glask ha d’he lakaat d’ar maro. Pilat a reaz ar pez a c’houlennet diganthan, ha setu raktal ann archerien enn hent.

Hogen, kenta hini a erruaz gantho er C’happados a oue Lonjin he-unan. Hema a zridaz he galoun gant ar joa pa glevaz gantann archerien d’ober petra oant deuet; rak, goude beza lakeat goad he Zalver da redet gant eunn taol lans, Lonjin n’en doa ket brasoc’h ioul brema eget