Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/199

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
16 a Veurs
191
sant heribert, arc’heskop

vreac’h a zo astennet var ar groaz evit da vriata, ha va c’hostez ha va c’haloun a zo bepred digor evit da reseo ha rei d’id ar pardoun. »






ar c’houezekved devez a viz meurs


SANT HERIBERT, ARC’HESKOP
————


Ar zant-ma a ioa ganet e Worms ha mab da eunn dijentil braz euz ann Allemagn. Goude beza resevet er gear eunn deskadurez vad ha kristen, e pue kaset da eur gouent a eskopti Metz da studia ar Skritur Sakr hag ann theoloji. Eno ec’h en em blijaz kement ma vije bet joa ganthan chom ato enn eunn ti ker santel. Mes he dad a reaz d’ezhan distrei d’ar gear.

Ann impalaer Othon III, o veza klevet hano euz he skiant, euz he furnez hag euz he vouiziegez, her c’hemeraz da genta ministr. Ar prins-se a garie ann dud devot ha vertuzuz ; koumpren a rea ar vad a c’helle Heribert da ober d’ann Iliz ha d’ar c’houarnamant er memes amzer, ha setu perak ne roaz peoc’h ebed d’ezhan ken n’en devoue resevet ar velegiach.

Mes ann impalaer en doa c’hoant ive da ober eunn eskop anezhan ha n’oa ket eaz trec’hi humilite ar Zant e kenver ar poent-ma. Goulskoude, arc’heskop Kologn o veza maro, Heribert a oue choazet evit delc’her he blas. D’ann ampoent-se edo e kostez Raveenn enn Itali. Eunn tamm freuz a ioa savet dre eno, hag ann impalaer en devoa he gaset di da lakaat ar peoc’h ; rak eur mestr oa da unani ar sperejou.

Pa glevaz oa hanvet da eskop, ne espernaz netra evit pellaat ar zamm-ze dioc’h he ziouskoaz. Mes kaer en devoue klask digareziou, kaer en devoue lavaret ne oa nemed eur pec’her, eunn den heb deskadurez, ha traou all evelse, red e oue d’ezhan plega erfin ; rak guelet a reaz sklear he-unan ez aje a hent all a-enep bolontez Doue.

Eur vech sakret eskop, ar Zant a labouraz heb ehana