Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/200

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
192
16 a Veurs
sant heribert, arc’heskop

evit silvidigez ann eneou a ioa enn he garg. Mall e oue ganthan ober tro he eskopti evit anaout ezommou ann holl, hag e peb leac’h e oue evel eunn tad evit ar beorien, evel eur medisin evit ann dud klanv, hag eunn alvokad evit ar re n’o doa den ebed d’ho difenn. He-unan e prezege d’ann dud fidel ha bez ez oa evitho hag evit ar veleien eur skouer a bep seurt vertuziou. Var evez e veze ato gant aoun na deuje he galoun da veza taget gant ann ourgouill, ha kastiza a rea he gorf dre ar binijenn evit he lakaat da zuja d’ar spered.

Epad eur gernez vraz a c’hoarvezaz d’ar mare-ze enn Allemagn hag e Frans, sant Heribert ne oue ket hebken providans he vro evel m’oa bet Joseph guechall providans ann Ejipt ; mes sikour a eure c’hoaz ann divroidi a ioa enn dienez. He-unan e voalc’he ho zreid d’ezho, ec’h aoze boued evitho, ha n’ho leze da vankout a netra euz ar pez o doa ezomm ken evit ho c’horf, ken evit ho ene.

Etre daou oa maro ann impalaer Othon, ha sant Herri, he vab, a ioa impalaer enn he blas. Unan bennag a gountaz gevier d’ann impalaer-ma divar benn sant Heribert. « — N’e ket c’houi, eme ann teod fall, a felle d’ann arc’heskop-se a vije impalaer varlerc’h Othon ; eunn all eo en doa c’hoant a vije. » Ar c’homzou-ma a skoaz eunn taol pounner e kaloun sant Herri, ha setu hen ha dont dioc’htu da Gololgn da rebech ann dra-ze da zant Heribert. Mes, epad m’edo enn hent, Doue a sklerijennaz he spered, hag enn eur erruout e Kologn ec’h en em strinkaz da dreid ann arc’heskop enn eur c’houlenn pardoun outhan abalamour m’en doa kredet re vuhan ann teod fall. Sant Heribert oa marteze humpla den a ioa var ann douar hag o velet ann impalaer oc’h en em strinka d’he dreid, en devoue muioc’h a boan eget n’en doa bet o klevet en devoa tennet he zroulans. Sant Herri a oue hiviziken leun a respet hag a istim evithan, hag aliez e kemere kuzul diganthan evit gouarnamant he rouantelez, evel a rea ann impalaer Othon.

Goude beza gouarnet he eskopti gant eur furnez vraz epad tost da dri bloaz var’nn ugent, sant Heribert a gouezaz klanv e kouent Duitz a greiz ober he vizit a