Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/215

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
22 a Veurs
207
santez katell a jenn



ann eil var ’nn ugent a viz meurs


SANTEZ KATELL A JENN, INTANVEZ
————


Katell a ioa ganet e kear Jenn er bloaz 1447, hag a roaz abred merkou anat euz he zantelez da zont. Kerkent hag ann oad a eiz vloaz, he brasa plijadur oa deski guirioneziou ar feiz, ha lakaat he spered d’ho choumpren ha da zonjal ennho aliez. Eunn dudi oa guelet he. modesti hag he zentidigez e kenver he zud, ha chom a rea heb kaozeal nemed klevet a raje hano euz ann Aotrou Doue.

Enn he c’hambr ez oa eunn daolenn hag a ziskoueze korf hor Zalver diskennet euz ar groaz ha gourvezet var barlenn he vamm. Katell ne skuize morse o sellet ouz ann daolenn-ze, hag he c’haloun a veze neuze ken tenereat ma savaz c’hoant ganthi da c’houzanv ive eunn dra bennag dre garantez evit Jezuz-Krist.

En em voaza a eure da gousket var ar c’holo gant eunn tamm plankenn hebken dindan he zreid; mes kuzat a rea ar pinijennou-ze guella ma c’helle ouz he flac’hed pe he mitizien. Meur a vech evelato e oue guelet gant ar re-ma o skuill eur mor a zaelou enn eur vedita var basion hor Zalver.

D’ann oad a drizek vloaz e falvezaz d’ezhi kuitaat ar bed evit mont d’ar gouent: eur c’hoar leanez e devoa dija. Mes kavet e oue re iaouank ha ne oue ket resevet. A benn tri bloaz goude, he zud he dimezaz da eunn dijentil a Jenn, hanvet Julian Adorno. Ann dimezi-ma a oue great evit unani diou lignez hag a ioa kasouni entrezho abaoue pell amzer. Hogen, ar Zantez n’e devoue