Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/217

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
23 a Veurs
209
sant viktorian, merzer


D’ann tri a viz guengolo 1510, hor Zalver a reaz d’ezhi santout holl dourmanchou he basion. Neuze ar Zantez a astennaz he divreac’h e kroaz, hag a lavaraz a vouez huel : « — Va bennoz da gement poan a blijo gant Doue digas d’inn ! Abaoue m’oc’h euz sklereat va spered, o va C’harantez, n’em euz bet ken ioul nemed da veza staget ouz ar groaz eveldhoc’h. Mes c’houi oc’h euz ato chenchet ar c’hroaziou evidon e bokedou roz. Ne gredann ket e c’hellfe korf eunn den herzel ouz ar pez a c’houzanvann brema : eur c’horf houarn zoken ne c’hellfe ket. Goulskoude, ne c’houfenn ket lavaret em befe poan ; kaout a ra d’inn, er c’hountrol, emaounn o neun enn eur mor a joa, hag ar joa-ze a zo ken dudiuz ma n’ounn goest na d’he rei da anaout, na d’he c’houmpren va-unan. »

Erfin, d’ar zul, pemzek a viz guengolo, e oue goulennet outhi ha c’hoant e doa da gommunia. E leac’h respount, Katell a ziskouezaz ann env gant he biz, hag enn eur lavaret goustadik ar c’homzou-ma : « — Va Doue, mea laka va ene etre ho taouarn, » e tremenaz e peoc’h d’ann oad a dri bloaz ha tri-ugent.


SONJIT ERVAD

Nag a c’hragez zo hirio ha n’o deuz ive nemet displijadur gant ho fried, evel e devoue santez Katell gant he hini ! Mar d-oc’h euz ann niver-ze, kemerit skouer dioc’h ar zantez-ma. E leac’h en em jala hag en em glemm, ar pez ne rafe nemed kreski ho poan, en em dennit a spered er gouli euz a gostez Jezuz. E leac’h koll hoc’h amzer o leusker malloziou var ho pried, pedit evithan dalc’hmad ; ne ehanit da c’houlenn evithan ar c’hras da zistrei ouz Doue, hag abred pe zivezad Doue a zelaouo ho pedenn evel ma selaouaz erfin hini santez Katell.






ann trede var ’nn ugent a viz meurs


SANT VIKTORIAN, MERZER
————


Ar zant-ma a ioa ginidik euz ann Afrik, ha ne oa den er vro-ze ker pinvidik hag hen. O veza bet hanvet da c’houarner e Karthaj, e rea he zever er garg-ma