Zoue, e virit beza henoret dreist ann holl zent hag ann elez, hag abalamour da ze ive eo hanvet gant ann Tadou santel euz ann Iliz Rouanez ann env hag ann douar.
Ar Verc’hez Vari a zo e guirionez mamm da Zoue ; goude Doue eta e tleomp lakaat hon holl fizians er Verc’hez Vari, he vamm Leveromp d’ezhi aliez, gant karantez ha devosion, ar c’homzou a lavaraz d’ezhi ann eal, ar re a lavaraz goudeze santez Elizabeth, hag ar bedenn e deuz staget ann Iliz ouz ar c’homzou-ze evit ober ann Ave, Maria.
Me ho salud, Mari. Ar ger Mari a zinifi Introun ha Rouanez. Saludomp ar Verc’hez gant respet evel introun ar bed holl, evel rouanez ann env hag ann douar.
Leun a c’hras. C’houi a zo bet karget a c’hrasou gant Doue abaoue ma’z euz ac’hanhoc’h ; obtenit d’eomp-ni ive ar grasou m’on euz ezomm anezho evit ober hor zilvidigez.
Ann Aotrou Doue a zo ganehoc’h. Doue a zo bet ganehoc’h azalek m’oc’h bet konsevet ; grit ma reno ive bepred enn hor c’halounou-ni.
Benniget oc’h dreist ann holl gragez. Dre ar privilach kaer oc’h euz bet da veza er memes amzer mamm ha guerc’hez.
Ha benniget eo ar frouez euz ho korf, Jezuz. Ia, rak ar frouez-se eo guir Vab Doue he-unan, en em c’hreat den evidomp.
Santez Mari, mamm da Zoue. Ha mamm d’eomp-ni holl ive. C’houi eo oc’h euz hor ganet da vuez euruz ar bed all, e leac’h Eva n’e devoa roet d’eomp nemed buez poaniuz ar bed-ma.
Pedit evidomp, pec’herien. Hoc’h ene-c’houi a zo bet ato neat ha flamm dirak Doue. Ni siouaz ! a zo bet konsevet er pec’hed, hag abaoue m’oump deuet da gaout skiant, on euz c’hoaz offanset Doue meur a vech dre hor bolontez hon-unan. O pezet truez ouzomp, ha bezit hon alvokadez dirak ho mab Jezuz.
Brema. P’emaomp dalc’h-mad e riskl d’en em goll abalamour d’ar vrezel kounnaret a ra d’eomp ar bed, ar c’hig hag ann drouk-spered.
Hag enn heur euz hor maro. Enn heur diveza-ze, pa vezimp var hon tremenvan, astennit ho torn d’hon ene paour evit he jacha ganehoc’h d’ar baradoz.
udjer a ioa ganet enn Allemagn e tro ar bloaz 713,
hag aoue lakeat er skol gant eur zant; n’e ket souez
eta ma teuaz da veza sant he-unan. O veza bet beleget e
Kologn, e labouraz evel eunn abostol da c’hounit tud he