Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/235

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30 a Veurs
227
sant iann klimaak, abad

Da zadorn ha da zul, ez ea d’ann iliz da glevet ann offerenn ha da gommunia ; ann iliz-se a ioa diou leo dioc’h he ermitach. Enn deiziou all, e tremene he holl amzer o pedi, o vedita hag o lenn ar Skritur Sakr ha levriou ann doktored euz ann Iliz. Ne skuize morse o sonjal e Doue, enn he c’hened, enn he c’halloud, enn he vadelez. Aliez, a greiz medita, e veze evel dibradet dioc’h ann douar var diouaskell ar garantez, ha douget a spered betek ann env el leac’h ma tivize gant ann elez divar benn misteriou dudiuz ar relijion.

Ann drouk-spered hen tentaz e meur a feson. Klask a reaz lakaat foug ennhan ha rei c’hoant d’ezhan da ober cher vad ; mes, dre ar iun hag ar binijenn, ar Zant a oue ato treac’h da holl finesaou ann aerouant. Ne zebre ha ne gouske nemet nebeuta ma c’helle, ne gaozee nemed pa deue unan bennag da c’houlenn kuzul diganthan. Neuze avad e c’houie rei da peb hini ann aliou a ioa dioc’h he zoare.

Eunn devez, goazed dimezet a gomzaz outhan evelhenn : « — Penaoz e c’hellfemp-ni, gant hor gragez hag hor bugale, servicha Doue hag ober hor zilvidigez eveldhoc’h-hu ? » Iann a respountaz d’ezho : « —Grit ann holl vad a zo enn ho kalloud ; ne livirit drouk ebed euz ho nesa ; bezit honest ha leal e kenver ann holl ; n’o pezet kaz ouz den hag o pezet truez ouz ar paour ; ne vankit morse da offisou ann iliz ; diouallit da rei skouer fall e feson ebed ha mirit bepred lezenn Doue er stad a briedelez. Mar grit evelse, ne viot ket pell dioc’h rouantelez an env. »

Ar zant-ma a lenne ive avechou levriou ann heretiked evit kaout ann tu d’ho zrec’hi easoc’h a ze, ha da ziskouez d’ezho, dre ho c’homzou ho-unan, n’edo ket ar virionez gantho. Mes lavaret a rea d’ar re all : « — Ne lennit morse levriou ann heretiked ken na viot bet sklerijennet ha krenveat gant Spered Doue ; rak al levriou-ze a laka ann denvalijenn e spered ann dud a zo c’hoaz sempl ho feiz. »

Daou-ugent vloaz a ioa ma rene Iann ar vuez-se pa oue choazet gant holl venac’h menez Sinai evit beza ho