Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/246

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
238
3 a Ebrel
sant beneat, ar morian

bourveo. » Pa oue poent mern, ar superior a c’houlennaz adarre: « — Petra vezo great oc’h ar vansounerien? » « — Lavaret d’ezho mont ouz taol, » eme Veneat. Lavaret e oue, hag al labourerien a gavaz eno pe a dra da zibri leiz ho c’hof.

Ar venac’h all o doa kement a istim evit ho c’heginer ma falvezaz d’ezho he joaz evit ho zuperior, petra bennag ne oa na belek, na den a iliz, ha ne c’houie ket zoken lenn ha skriva. Beneat a oue rannet he galoun pa glevaz ann dra-ze ; mes red e oue d’ezhan senti, hag epad tri bloaz e c’houarnaz ar gouent gant eur furnez hag eunn dousder hag a c’houneze d’ezhan kalounou ann holl.

Da fin ann tri bloaz-ze e oue eur pennad mestr ann novised, ha goudeze e c’hellaz distrei d’he gegin. Mes di e teue ive eur maread tud d’he gaout, tud a bep stad hag a bep renk. Beneat a veze laouen ouz ann holl, a gonzole ar re a veze er boan, a baree avechou ar re glanv, hag a respounte da bep hini hervez m’en deveze ezomm. Eunn den habil euz a gear a ioa nec’het o klask koumprenn eunn nebeut komzou euz ar Skritur Sakr. Beneat n’oa bet biskoazer skol, ha goulskoude e lavaraz dioc’htu d’ann doktor-ze petra zinifie ar c’homzou ne goumprene ket.

Ar zant-ma, o veza kouezet klanv d’ar pevar a viz meurs euz ar bloaz 1589, a resevaz he zakramanchou diveza d’ann trede a viz ebrel, hag antronoz-vintin e tremenaz e peoc’h enn eur zellet ouz ann env hag enn eur lavaret : « — Etre ho taouarn, va Doue, me a laka va ene. » Eunn nizez d’ezhan a ioa o pedi evithan d’ann ampoent, ha setu hi ha guelet eur goulmik venn o nijal etrezek ennhi. « — Ne c’houlennez netra diganen ? » eme ar goulm. Ann nizez a anavezaz neuze he eontr, hag a respountaz : « — O vont da be leac’h emaoc’h evelse ? » « — O vont d’ar baradoz, » eme Veneat.

Beneat a ioa oajet a dri bloaz ha tri-ugent, hag a oue diskleriet sant er bloaz 1807 gant ar pab Pi VII.