Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/256

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
248
7 a Ebrel
sant aphraat, ermit

a ginnigaz d’ezhan eur zae nevez enn eur lavaret : « — Va Zad, kemerit ar zae-ma, me ho ped; houma a zo great er Pers, hag ann dud a gar peurvuia traou ho bro. » Aphraat a grogaz er zae, hag o veza he zaolet var eur skaoun pe eur gador, e respountaz « — Me zo nec’het gant eunn dra. » « — Gant petra’ta, eme Anthem ? » « — Me’m’euz lakeat em spered, eme Aphraat, n’em bije biken nemed eur c’houmpagnoun e va ermitach. Unan am euz hag a zo ganen c’houezek vloaz zo ; biskoaz n’em euz bet eur ger da lavaret anezhan, ha brema goulskoude eunn all euz va bro en deuz c’hoant da zont enn he blas. Mes me a gav tenn kas va c’houmpagnoun koz kuit evit kemeret eunn all ha ne anavezann ket. » « — Rezoun oc’h euz, eme Anthem. » « — Mad, eme ar Zant, neuze ne dleit ket beza souezet ma ne gemerann ket ar zae nevez a ginnigit d’inn. Ann hini am euz a zo ganen pell zo, ha re a boan em befe o chench anezhi oc’h unan nevez. »

Etre daou, ann impalaer Valens, o veza troet a du gant ann Arianed, en em lakeaz da ober goall vuez d’ar gristenien gatholik. Eskop Antioch a ioa bet koundaonet ganthan d’ann harlu, hag ann dud fidel n’o doa mui a gounje d’en em asambli evit ann offisou, nag e kear, na var ar meaz. Pa glevaz Aphraat ar c’helou-ze, e kuiteaz raktal he ermitach, petra bennag m’oa kabac’h dija, evit mont da zifenn ar guir relijion a enep ann heretiked. Dre ann nerz euz he gomzou, ha dre he viraklou dreist holl, rak bez’en doa ive ann donezoun a viraklou, e roaz kaloun d’ar gristenien gatholik hag e starteaz eur maread er feiz.

Eunn devez m’edo o vont d’al leac’h mac’h en em asamble ann dud fidel dre guz, e oue remerket gant ann impalaer, a ioa d’ar mare-ze en Antioch. Kerkent Valens a lavar da unan bennag ober sin d’ezhan da dostaat, ha goudeze e c’houlenn outhan : « — Ma’z it-hu evelse, potr koz? » « — Me zo o vont da bedi evit ann holl, eme Aphraat, evidhoc’h-hu kouls hag evit ar re all. » « — Mes, eme ann impalaer, p’e guir oc’h ermit, perak ne jomit-hu ket da bedi Doue enn hoc’h