Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/290

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
282
22 a Ebrel
sant soter ha sant kaius



ann eil var ’nn ugent a viz ebrel


SANT SOTER HA SANT KAIUS, PABED HA MERZERIEN
————


Sant Soter a ioa ganet e kear Fondi e rouantelez Napl, hag a oue hanvet da bap goude maro sant Aniset. Enn he amzer ez oa eur rummad heretiked nevez hag a ioa seul-danjerusoc’h m’o devoa doare da ren eur vue kalet ha pinijennuz. Tertullian, unan euz ar brasa sperejou a ioa neuze, a oue touellet gantho siouaz d’ezhan! Ann heretiked-se a lavare e tlie ar merc’hed ober lod euz a labour ar veleien enn iliz.

Evit trouc’ha berr var ar poent-ma, sant Soter a zifennaz, ouz ar guerc’hezed santel zoken, kregi enn ezansouer epad ann offisou, ha touch ouz ar c’haliriou hag ouz al lien sakr a vez da dosta d’ezho.

D’ar mare-ze, e oue great adarre goall vuez d’ar gristenien dre urs ann impalaer Mark-Aorel. Hogen, sant Soter en devoa eur guir galoun a dad evit ann holl dud fidel, ha ne esperne netra evit ho c’hrenvaat er feiz hag ho zikour enn ho ezommou. Pa gleve hano euz a eur re bennag hag a ioa reuzeudik ha truezuz ho stad, e poanie dioc’htu da zastum. muia ma c’helle a aluzennou da gas d’ezho, dreist holl mar d-oant bet lakeat er stad-se abalamour d’ho relijion; ha d’ar re a deue d’he gaout da Rom e rea bepred eunn digemer leun a vadelez hag a garantez.

Etre daou, poblou gouez euz a gostez ann Hanter-Noz a bakaz Mark-Aorel hag he arme e kreiz koajou ha meneziou ar Bohem, hag a stankaz ann hent outho a bep tu. Ann impalaer hag he zoudarded a zonje dija oa great gantho; rak dare oant gant zec’hed ha ne c’hellent mont e nep leac’h da glask dour da eva. Mes etouez ar zoudarded ez oa eur maread kristenien. Ar re-ma en em strinkaz d’ann daoulin da bedi ann Aotrou Doue, ha kerkent e oue guelet koummoul teo o sevel enn oabl ha glao braz