Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/294

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
286
24 a Ebrel
sant fidel, merzer

jout d’ar re vraz ha pinvidik ? Ann dra-ma a zell, dreist holl, ouz ar re a vez karget da ziazeza ann taillou enn eur barrez. Ann diazezourien-ze a dle diouall da lakaat re a veac’h da unan ha re nebeut da eunn all ; red e d’ezho delc’her ar valans enn ho dorn evit ingala ann taillou hervez stad ha danvez peb hini, heb anaout neuze na kar na mignoun, nag enebour. Ma rafent gaou ouz unan bennag gant ho gouiziegez, e renkfent digoll ho-unan ann hini m’o defe great gaou outhan. Eunn devez a zeui, e vezint pouezet ha muzulet d’ho zro gant ar memes pouez hag ar memes muzul ma vezint bet en em zervichet anezho e kenver ar re all.






ar pevare var ’nn ugent a viz ebrel


SANT FIDEL A ZIGMARINGEN, MERZER
————


Sant Fidel a ioa ganet e kear Sigmaringen enn Allemagn, er bloaz 1577. He hano badiziant oa Mark. Dija epad medo oc’h ober he studi, e kastize he gorf dre ar binijenn : dougen a rea bepred eur c’houriz reun ha ne eve morse banne guin ebed. Goude beza great he philosophi e skolach Fribourg er Suis, e oue resevet doktor. Neuze tri zijentil iaouank euz ar vro her pedaz da vont gantho da ober eur bale dre holl rouanteleziou ann Europ, ha Mark a ieaz var bouez ma vije kemeret evit eunn tad hag eur mignoun kentoc’h eged evit eur mestr.

Epad ar veach-se, e kendalc’haz da ren eur vuez kristen ha devot. Aketuz oa ato da dostaat ouz ar zakramanchou da zul ha da c’houel, ha pa errue enn eur gear bennag, he vrasa plijadur oa bizita ann ilizou ha chom eno meur a heur dioc’htu var he zaoulin da adori Jezuz-Krist e sakramant ann aoter. Redet a rea ive d’ann hospitaliou da lavaret eur gomz vad bennag d’ar re glanv, ha kement a druez en doa ouz ar beorien ma roe d’ezho avechou lod euz he zillad.

Mark a zistroaz d’ar gear a benn c’houec’h vloaz, ha goudeze e oue alvokad eur pennad e kear Kolmar enn Alsas. Ar brud euz he vouiziegez hag euz he lealded a reaz da galz a dud lakaat ho fizians ennhan. Ar pez a