lin a anzavaz he hini dirak eunn asamble a eskibien, hag her raparaz goudeze dre ar verzerenti. Doue ne c’houlenn ket kement au diganehoc’h. Nann, n’ho kalv ket peurvuia da rei d’ezhan testeni ar goad. Ne c’hed ket ive e kovesafec’h dirak ann holl. Meur a zizurs zo ha ne ve ket mad ho diskleria evel-se. Ar pez hebken a c’houlenn diganehoc’h eo ma kovesaot ho pec’hed da eur belek enn he bart he-unan e tribunal ar binijenn, ha ma raparot hiviziken dre eur vuez a skouer vad ar skoueriou fall a c’hellfac’h beza roet enn amzer dremenet. Anez ar jenchamant-se a vuez, n’o pezo great nemed ober ann neuz da zistrei ouz Doue.
ita a ioa ganet teir leo dioc’h kear Luk enn Itali,
ha merc’h da eunn den paour divar ar meaz. Ker modest
ha ker chentil oa enn he bugaleach ma’z oa henvel
ouz eunn eal. D’ann oad a zaouzek vloaz, ez eaz da
zervicha da di eunn Aotrou euz a gear a ioa he hano Fatinelli,
ha chom a eure eno betek he maro, da lavaret eo,
epad tost da hanter-kant vloaz. Eur c’hoar d’ezhi a varvaz
ive evel eur zantez, mes hi a oue c’hoaz treac’h d’he
c’hoar.
O veza ma’z oa paour he-unan, Zita e devoa evit ar beorien eur garantez hag eunn deneredigez a vamm. He c’houmanant ha kement guennek a c’helle da gaout a hent all a ioa evitho. He flijadur oa dreist holl mont d’ho guelet pa vezent klanv, hag evit ober vad d’ezho e tiouere neuze ar pez e deveze ezomm he-unan. Doue he zikouraz meur a vech da ober aluzenn. Eunn devez, eunn tremeniad dare gant ar zec’hed ha feaz gant ann dommder a bedaz anezhi da gaout truez outhan. Zita a oue lakeat nec’het-maro ouz he glevet, rak n’e devoa netra d’ann ampoent. Abarz ar fin e lavaraz d’ezhan : « — Gortozit eunn tammik, » ha setu hi d’ar red d’ar puns da gerc’had eur podad dour. Hogen, ann treme-