Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/304

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
296
28 a Ebrel
sant paol ar groaz

d’ehoc’h pec’hi. Euz ann nebeut a c’hounezit diouerit eul loden gant ar paour. Bezit devot evel Zita, mes er memes amzer bezit ato aketuz da holl deveriou ho stad. Grit dioc’htu hag heb grougnal kement tra a vezo lavaret d’ehoc’h. Evelse e viot ive istimet gant ho mistri, hag ar pez a zo guelloc’h c’hoaz, evelse e plijot da Zoue hag e c’hounezot ar baradoz.






ann eizved var ’nn ugent a viz ebrel


SANT PAOL AR GROAZ
————


Paol ar Groaz a ioa ganet enn Itali a dud a lignez huel. Doue hag ar Verc’hez-a ziskouezaz dre verkou anat e tlie beza eunn deiz eur zant braz. Enn noz ma teuaz er bed, e oue gueled eur sklerijenn gaer ha burzuduz o para e kambr he vamm, ha goudeze, o veza kouezet enn eur ster zoun d’ar mare ma’z oa c’hoaz krouadurik, e oue saveteet he vuez d’ezhan gant ar Verc’hez.

Kenta implij a reaz euz he skiant a oue trei he galoun varzu Jezuz stag ouz ar groaz. Eunn dudi oa evithan medita var basion hor Zalver, hag evit saouri guelloc’h ar blijadur-ze ec’h en em voazaz abred da gastiza he gorf dre ar iun ha dre bep seurt pinijennou. Bep guener e kemmeske vestl ha guinegr gant ann dour pe ar guin a eve.

Kement a ioul en doa da veza merzer ma lakeaz he hano da vont gant soudarded Veniz da ober brezel d’ann Turked, ha setu hen enn hent prest goude ; mes Doue a roaz da anaout d’ezhan, a greiz m’edo o pedi, oa galvet da heul eunn arme santeloc’h, ann arme a zo he labour difenn ann Iliz ha santifia ann dud. Kuitaat a eure eta ar vicher a zoudard evit distrei d’ar gear.

Neuze e oue aliet da zimezi. Kaout a rea eur fortun euz ar re gaera, eur vaouez euz ar re fura, hag holl danvez he dad a ioa d’ezhan dioc’htu mar karje. Mes Paol n’en doa ken sonj nemed da gerzet var roudou Jezuz stag ouz ar groaz, ha raktal e troaz kein d’ar bed evit beva hervez kuzuliou ann Aviel.