Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/310

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
302
30 a Ebrel
santez katell a sienn, guerc’hez

c’hambr. « — Eno, eme Jezuz, e c’helli komz ouzinn kouls hag enn da gambr. » Katell a heuliaz ann ali-ze, hag hiviziken, epad ma veze he c’horf o vont hag o tont dre ar gegin, he spered a veze ato gant Doue enn oratorik e doa savet e goeled he c’haloun.

Abarz ar fin he zad hag he mamm a anavezaz santelez ho merc’h, hag a lezaz anezhi da ober he bolontez. Raktal Katell en em roaz holl d’ann oberiou a zevosion hag a binijenn. Iun a rea bemdez; ne zebre morse a gig ha ne eve morse a vin ; dibaot a vech zoken e tebre bara : na veve nemed gant louzeier kriz pe boazet enn dour. Eur c’houriz reun a zouge ive bepred, ha divezatoc’h e kemeraz e plas ar c’houriz-se eur jadenn houarn, tachouigou lemm outhi tro var dro. N’e devoa evit guele nemed eur plankenn noaz, ha c’hoaz a veac’h ma kouske eunn heur bemnoz, kement a vall e deveze da zevel evit medita ha pedi Doue.

D’ann oad a drivac’h vloaz, ez eaz e Trede-Urs sant Dominik, hag ann dra-ma a roaz tro d’ezhi da greski c’hoaz he finijennou hag he devosionou. Chom a eure tri bloaz dioc’htu heb komz ouz den nemed ouz he c’honfesour, hag heb mont da neb leac’h nemed d’ann iliz.

Ann ifern a gounnare o velet Katell o ren eur vuez ker santel, hag ann diaoul a dentaz anezhi enn eur feson skrijuz. Digas a reaz a bep seurt sonjou hag a bep seurt imachou vil enn he spered, hag a bep seurt ioulou fall enn he c’haloun. Avechou e veze evel beuzet he ene enn eur mor a loustoni. Eunn droiad m’oa tentet goasoc’h eget biskoaz, ec’h en em glemmaz ouz Doue enn eur lavaret: « — E pe leac’h edoc’h’ta, va Zalver, epad m’edo ann traou divalo-ze em spered ? » « — Va merc’h, eme Jezuz, me a ioa enn dagaloun. » « — E va c’haloun ! eme ar Zantez; penaoz e c’hellac’h-hu beza eno etouez traou ken hudur? » « — Ann traou-ze, eme hor Zalver, pe boan, pe blijadur a reant d’id ? » « — Oh ! eur boan estranch, eme Gatell. » « — Mad, eme Jezuz, me eo a ioa kaoz ma reant poan d’id; ma ne vijenn ket bet enn da galoun, ez pije kemeret plijadur gantho hag ez pije va offanset. »