Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/325

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 a Vae
317
sant iann er gaoter eol bervet

gantho da gaout hor Zalver, hag a gomzaz outhan evel-henn : « — Mestr, me’m euz c’hoant da c’houlenn eunn dra diganehoc’h. » « — Pe seurt ’ta, » eme Jezuz. « — Grit ma vezo ann daou-ma unan a bep tu d’ehoc’h enn ho rouantelez. » Hor Zalver a respountaz raktal : « — Ne c’houzoc’h ket petra c’houlennit. »

Neuze e troaz oc’h Jakez ha Iann, hag e c’houlennaz outho d’he dro : « — Goest oc’h-hu da eva ar c’halir a dleann-me da eva? » « — Ia, emezho, goest oump. » « — Guir eo, eme Jezuz, eva a reot ar c’halir-ze ; mes n’e ket d’inn-me eo lakaat ac’hanhoc’h da azeza unan a bep tu d’inn; ar plasou-ze a zo d’ar re m’int miret evitho gant va Zad. »

Dre ar c’halir a dlie da eva, hor Zalver a entente he basion hag he varo. Pa c’houlenne eta oc’h Jakez ha Iann ha goest oant da eva ar c’halir a dlie da eva he-unan, ann dra-ze a ioa ar memes tra evel p’en devije goulennet : « — Goest oc’h-hu da c’houzanv ar poaniou a dleann-me da c’houzanv, pe boaniou all henvel outho ? » Hi a respountaz oant goest, ha kerkent Jezuz a lavaraz d’ezho : « — Guir eo, eva a reot ar c’halir-ze, da lavaret eo, gouzanv a reot ar poaniou a dleann-me da c’houzanv pe boaniou all henvel outho, »

Hogen, sant Jakez a evaz ar c’halir en doa evet he Vestr pa oue lakeat d’ar maro dre urs Herodes. Mes sant Iann n’e ket bet lakeat d’ar maro ; peur eta ec’h evaz ar c’halir en doa evet he Vestr ? Sant Iann en devoa dija tanveat ar c’halir-ma var menez Kalvar; rak eno he galoun a ioa bet rannet ha beuzet enn eur mor a c’hlac’har o velet Jezuz o vervel var ar groaz. He danveat en doa c’hoaz divezatoc’h, goude m’oa pignet hor Zalver enn env, p’oa bet taolet a benn diou vech e prizoun Jerusalem ha skourjezet asambles gant ann ebestel all. Erfin, he eva a reaz evit mad pa oue merzeriet e Rom enn amzer ann impalaer Domisian.

Domisian a oue ann eil impalaer romen a ziskleriaz brezel d’ar relijion gristen. Neron oa bet ar c’henta. Var a lavar lod, Domisian a ioa c’hoaz krisoc’h eget Neron. Ar baianed vella euz he rouantelez a oue koundaonet