Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/335

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
10 a Vae
327
sant antonin, eskop

zao betek ann deiz, hag e tremene he amzer o pedi pe o vedita, o skriva pe o lenn. Mar beze avechou re zare gant ar c’hoant kousket, ec’h harpe eunn tammik he benn ouz ar voger hag e rea eur voredenn. Mes ann dra-ze ne bade ket pell ; dihuna a rea buhan, ha kerkent ec’h en em lakea adarre da lenn pe da vedita, pe e kroge adarre enn he bluenn. Ne zebre morse a gig nemed goall glanv e vije, ha n’en doa evit guele nemed ann douar noaz pe eur plankenn kalet. Eur porpant reun a veze ganthan bepred, hag avechou e touge, ouspenn, eur c’houriz houarn hag a zanke enn he gorf betek ar beo.

Petra bennag ma’z oa c’hoaz iaouank-flamm, Antonin ne zaleaz ket da veza hanvet da zuperior, ha bez’ en devoue ar garg-ma e meur a gouent euz he Urs. Hogen, ken humbl oa ma felle d’ezhan ato ober al labouriou distera euz ann ti e kement leac’h m’en em gave. Etre daou e varvaz arc’heskop Florans, hag e oue choazet evit delc’her he blas, kaer en devoue klask miret.

Ne c’houfe den lavaret gant pebez furnez, pebez karantez ha pebez dousder e c’houarnaz he eskopti. Prezeg a rea bep sul ha bep gouel, ha ne esperne netra evit diarbenn ann dizursiou ha lamet ar giziou fall euz a douez ann dud a iliz hag euz a douez ar bobl. He galoun hag he ialc’h a ioa ato digor evit ar beorien ; rei a rea d’ezho kement guennek a c’helle da zioueret, ha pa n’en deveze mui guennek ebed, e verze he arrebeuri, he levriou hag he zillad zoken evit pourvei d’ho ezommou.

Goulskoude ar garantez en devoa Antonin evit ar beorien ne vire ket outhan da goundaoni ar re a laere ann aluzenn pe en em daole d’ar feneantiz. Eunn devez, ur bourc’hiz euz a gear a glevaz daou baour keaz dall o kuzulat entrezho : « — Me, eme unan euz ann daou zall, am euz daou c’hant skoed kuzet em boned. » « — Ha me, eme egile, am euz tri c’hant griet em zae dindan. » Ar bourc’hiz a deuaz da gounta ann dra-ze d’ar Zant, ha kerkent ann arc’heskop a reas digas ann daou baour d’he gaout. Neuze e rebechaz d’ezho ar gaou a reant ouz ar guir beorien o tastum arc’hant evelse divar goust ann dud vad, ha goudeze e lamaz ho femp