Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/349

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15 a Vae
341
sant izidor, patroun al labourerien

reaz plijadur d’ann holl, rak ann holl o doa fizians e galloud al labourer paour dirak Doue.

D’ann heur merket eta, arched ar Zant a oue tennet euz he blas ha lakeat var brankardou; ar re-ma a ioa eunn dudi sellet outho, ker kaer oant. Ar veleien a renk huela euz a gear Madrid a ioa ouz ho dougen, hag a bep tu edo ar veleien all o kana, hag ann noblans var varc’h, peb hini eur c’houlaouenn goar ganthan enn he zorn. Varlerc’h ez oa eur maread karroziou hag eur bobl tud, goazed ha merc’hed, a bep oad hag a bep stad.

Varnhed eunn hanter-leo dioc’h al leac’h m’edo ar roue, e tigouezaz c’hoaz ouspenn c’houec’h mil den euz ar parreziou divar dro; ar re-ma a ioa ive e prosesion, hag en em lakeaz raktal e renk gant ar re genta. Mab ar roue a deuaz he-unan da ziambroug ar c’hon santel, ha goudeze e reaz koumpagnunez d’ezhan betek kambr he dad. Hogen, ar roue a ioa torret he derzienn d’ann ampoent m’edo arched ar Zant o tiblas euz a iliz Sant-Andre e Madrid, ha pa erruaz enn he gambr, ec’h en em gavaz pare neat dioc’h he glenved. Philipp Trede ne ehane da drugarekaat Doue ha sant Izidor evit ar mirakl o doa great enn he genver.

Ar c’horf santel a oue dizouget da Vadrid gant ar memes solanite m’oa bet kaset d’al leac’h m’edo ar roue. Biskoaz prins ne oue great kement a henor d’ezhan. Er bloaz varlerc’h, e oue lakeat enn eunn arched presiusoc’h c’hoaz, hag evit ober ann arched-ma e oue implijet ouspenn talvoudegez tregont mil skoed enn aour pur.

Sant Izidor a oue diskleriet euruz er bloaz 1619 gant ar pab Paol V, ha lakeat e renk ar zent er bloaz 1622 gant ar pab Gregor XV. A-c’houdevez, kear Madrid e deuz choazet anezhan evit he fatroun, ha rouantelez Spagn evit he difennour.


SONJIT ERVAD

Holl c’hloar ar brinsed a ia e poultr hag e ludu goude ho maro, e leac’h ma vezo guelet betek fin ar bed ar brasa rouaned var ho daoulin dirak relegou al labourer santel Izidor, evit goulenn sikour diganthan. Peger guir eo eta e tal ar vertuz hirroc’h eget danvez, hag eo kaeroc’h ar zantelez eged holl gurunennou ann douar!