Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/37

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
11 a C’henver
29
sant theodoz, abad

rusalem, hag enn eur dremen dre ar Sirii e reaz eur vizit da zant Simeon Stilit. Ar zant-ma her zaludaz dre he hano kerkent ha m’her guelaz, hag a reaz d’ezhan pignat var he biller. Eno e vriataz anezhan gant karantez, hag e roaz d’ezhan da anaout oa galvet gant Doue da hencha eur maread tud da vont d’ar Baradoz.

Goude beza bet e Jerusalem, Theodoz en em dennaz enn eur garrek kleuz a ioa var eur menez distro, el leac’h ma lavaret oa bet ann tri roue euz ar Zao-Heol o loja enn eur zont euz a Vethleem. Er garrek-se e tremene he holl amzer o pedi Doue hag oc’h ober pinijenn. Ne zebre morse tamm bara ebed ; frouez ha louzeier glaz, setu aze he holl vevans, hag ar c’hustumm-ze a viraz betek enn he gozni.

O veza klevet e pe leac’h oa en em dennet, kalz tud a c’hoanteaz mont da veva enn he goumpagnunez. Mes ne resevaz nemed c’houec’h pe zeiz, hag ar gentel genta a roaz d’ezho a oue sonjal aliez er maro. Kredi a rea ne oa netra guelloc’h eged ar zonj euz ar maro evit rei d’ann den nerz da drec’hi he dechou fall ha tiz d’en em zantifia.

Eur mirakl braz, c’hoarvezet e tro ar mareou-ze, a gasaz betek ar broiou pella ar brud euz a Dheodoz, hag heb dale e oue a bep seurt tud, tud a lignez huel, tud pinvidik ha tud desket, o tiredet a bep tu d’he gaout. Ar Zant a zavaz eur gouent evitho, hag er gouent-ma e oue kement a venac’h abarz ar fin ma’z oa evel eur gear ; mes eur gear zantel el leac’h ma rene ar peoc’h hag ar garantez, hag eur gear zioul el leac’h ne glevet ken trouz nemed trouz ar bedenn hag al labour. Theodoz a lakea he venac’h da labourat var a bep seurt micheriou ; rak gouzout a rea pegen danjeruz eo ar feneantiz. Enn eur labourat avad n’o doa ket a gounje da gaozeal. Evelse, petra bennag m’oant ouspenn mil er gouent, e vije lavaret avechou ne oa den ebed.

Er meaz euz ar gouent ez oa c’hoaz lojamanchou all evit ar beorien, ann dud klanv, ann dremenidi hag ar re a iea da bardouna da eur plas santel bennag. Rak Theodoz a roe digemer d’ann holl : ouspenn oc’h kant taol en deuz bet servichet da zibri avechou, enn eun