Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/372

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
364
25 a Vae
sant gregor vii, pab

petra c’hounezer oc’h ober brezel da vikel Jezuz-Krist var ann douar.

Kenta tra a reaz Pi VII, goude m’oa deuet euz he brizoun, a oue diskouez he anaoudegez vad da vamm Doue ; rak kredi a rea stard oa dleour d’ezhi euz he liberte. Enn eur dremen dre gear Savoonn, e lakeaz he-unan gant eur zolanite vraz eur gurunenn aour var benn ann imach sakr a henoret er gear-ze dindan ann hano a Vamm a drugarez, ha pa oue digouezet e Rom ha pignet adarre var he dron, ec’h ordrenaz ma vije great bep bloaz, da genver ann deiz-ma, eur gouel hag eunn offis nevez enn henor d’ar Verc’hez, dindan ann hano a Introun-Varia-A-Vir-Zikour, e memor euz he zistro euruz e Rom d’ar 24 a viz mae 1814.


SONJIT ERVAD

« Doue, eme zant Bernard, a zo falvezet d’ezhan skuill varnomp he c’hrasou dre zaouarn Mari. Roet en deuz d’eomp he Vab evit beza hon alvokad dirazhan, ha Mari evit beza hon alvokadez dirak he Vab. Daoust ha Doue a c’hellfe biken ober ar skouarn vouzar ouz he Vab, ha Mab Doue ober ar skouarn vouzar ouz he vamm ? » Pedit eta Mari gant fizians, henorit-hi evel ho rouanez, karit-hi evel ho mamm, hag ar Verc’hez benniget-se a veillo bepred varnhoc’h hag ho sikouro enn hoc’h holl ezommou. Auxilium christianorum, ora pro nobis ! Sikour ar gristenien, pedit evidomp !






ar pemped var ’nn ugent a viz mae


SANT GREGOR VII, PAB
————


Ar zant-ma a ioa mab da eur c’halvez euz a vourg Soano enn Toskaan, hag a zo unan euz ar brasa pabed e deuz bet ann iliz. Hildebrand oa he hano, ha setu ama petra gounter divar he benn d’ar mare ma’z oa c’hoaz bihanik. Eunn devez m’edo he dad o labourat gant ann daladur, hen a ioa o c’hoari gant ar skolpachou. Hogen, petra bennag ne anaie c’hoaz lizerenn ebed, ar paotrik a renkaz ar skolpachou-ze enn eunn