Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/373

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 a Vae
365
sant gregor vii, pab

hevelep feson ma verkent ar c’homzou-ma euz ar skritur Sakr: « Dominabitur a mari usque ad mare, ren a rai euz ann eil mor d’egile. » Doue a ioa falvezet d’ezhan diskouez dre eno ar c’halloud en devije eunn deiz ar c’hrouadur-ze var ar bed holl.

Hildebrand a oue skoliet gant eunn eontr d’ezhan, ha goudeze e sonjaz mont d’ann Allemagn da ober koumpagnunez d’ar pab Gregor VI, en doa nevez roet ann dilez euz he garg. Mes, enn eur dremen dre gouent Kluni, e savaz c’hoant ganthan da jom eno, hag e kemeraz sae ar venac’h. Ne oue ket pell etouez ar re-ma na zervichaz da skouer d’ezho holl, hag heb dale e oue brudet er meaz euz ar gouent zoken, dre he skiant braz hag he zantelez.

Bruno, eskop Toul, o veza bet hanvet da bap, a deuaz d’he velet da Gluni hag er c’hasaz ganthan da Rom. Bez’e oue, evel pa lavarfenn, breac’h deou ar pab-se evit ar pez a zell ouz gouarnamant ann Iliz ; ha n’e ket breac’h deou ar pab-se hebken, mes bez’e oue ive breac’h deou ar pabed all a oue hanvet da genta var he lerc’h. N’euz fors e pe leac’h e veze eunn dizurs pe eur gredenn faoz bennag da ziarbenn, eur c’hiz fall bennag da derri pe eur goall gudenn bennag da zirouestla, Hildebrand a veze karget ato euz ann dra-ze. Pa deue ar maro d’ar pab a veze o ren, hen eo a veze karget ive gant ar gardinaled da joaz eunn all enn he blas. Mes abarz ar fin e oue choazet he-unan enn despet d’ezhan, ha neuze e kemeraz ann hano a C’hregor VII.

Hogen, eunn druez eo sonjal e pe stad edo ar relijion d’ar mare-ze dre faot ar brinsed hag ann dudchentil vraz, hag ive siouaz ! dre faot ann dud a iliz.

Ar brinsed hag ann dudchentil vraz a felle d’ezho henvel eskibien ha persouned enn ho rouanleleziou pe enn ho farreziou heb n’en devije ar pab netra da velet e kement-se, ha peurvuia e roent ar c’hargou-ze da dud ha n’oant ket din anezho, da dud ha n’oant bet biskoaz galvet gant Doue da veza beleien. Aliez zoken ho guerzent d’ar re a daole ar muia varnho. Ac’hano eo eaz koumpren pebez dizurs a ioa etouez ann dud a iliz ho-unan.