oue beleget, e oue karget da govez. Hogen, evel konfesour, n’en doa ket he bar evit lakaat ar bec’herien da zistrei ouz Doue, hag ober d’ezho kaout keuz d’ho fec’hejou. Anaout a rea stad ar c’houstiansou dre ar c’houez a gleve gantho ; gant ar re a ioa pur e kleve c’houez vad, ha gant ar re n’oant ket pur e kleve c’houez fall.
O veza ma teue eur maread tud da c’houlenn kuzul diganthan er meaz euz ar gonfesion, ar Zant en em lakeaz da ober konferansou d’ezho enn he gambr. Mes heb dale ne oue ket a blas aoualc’h eno, hag e reaz ar c’honferansou-se enn eunn orator a ioa azioc’h iliz Sant-Jerom. Neuze e c’halvaz beleien all d’he zikour, ha setu aze penaoz e savaz eur Gongregasion nevez, hanvet Kongregasion ann Orator, euz a hano al leac’h ma veze great ar c’honferansou.
Doue a gargaz he zervicher a bep seurt grasou dreist-ordinal. Avechou, a greiz medita pe offerenna, e veze dibradet he gorf diouz ann douar, hag e veze remerket eur sklerijenn gaer o para enn dro d’ezhan. Avechou all ec’h en em gave e meur a leac’h asambles, hag aliez e vele ar Verc’hez hag ann elez. Bez’en devoue ive ann donezoun a viraklou, hag eleiz a dud klanv hag a dud toc’hor zoken a oue pareet ganthan.
Eunn devez, enn eur palez a Rom, eur paotrik pevarzek vloaz, he hano Paol, a ioa prest da vervel hag a c’houlennaz ann Tad Philipp. Raktal ez ejot da glask ar Zant ; mes oc’h offerenna edo. Pa oue echu he offerenn ganthan, ec’h hastaz mont ; mes re zivezad oa : ar paotrik a ioa tremenet, Dija oa goalc’het he gorf evit beza lienet. Goulskoude Philipp en em strink d’ann daoulin eharz he dreid, a daol dour benniget varnhan hag a douch outhan enn eur grena. Kerkent, tra estlammuz ! ar paotr a zao var he c’houanvez. « — Pehini ar guella ganez, eme ar Zant neuze, pe vervel pe jom beo ? » Ha Paolik a respountaz : « — Me’m euz guelet dor ar baradoz gour-zigor ; va mamm ha va c’hoar a ioa eno : guell eo ganen mervel ! » Enn eur gomz evelse, ar paotrik a gouezaz adarre maro-mik etre divreac’h Philipp.