Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/381

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28 a Vae
373
sant aogustin, eskop kantorberi

kaer oc’h euz lavaret aze; biskoaz n’em boa klevet traou ker kaer; mes evit c’hoaz ne c’houzounn ket petra da zonjal anezho. Goulskoude, p’oc’h deuet euz a geit all dre garantez evidon, ne c’houzanvinn ket e ve great ann heg pe glasket trabas ouzhoc’h; me ro kounje d’ehoc’h da brezeg e peb leac’h etouez va zujidi. »

Ethelbert en doa c’hoant ez aje Aogustin hag he goumpagnunez da jom da Gantorberi, ar gear-benn euz he rouantelez. Mont a rejont rak ehun, hag eno e vevent egiz ma veve guech all ann Ebestel. Tremen a reant ho amzer o iun, o pedi, o kastiza ho c’horf dre bep seurt pinijennou, hag o veza m’oa distag ho c’haloun dioc’h holl draou ann douar, oant prest ato da skuill ho goad evit ar feiz.

E kichen Kantorberi ez oa eun iliz goz, lezet enn abandoun gant ar Vretouned, hag eno e veze ar rouanez oc’h ober he devosionou. Enn iliz-se ive eo e prezege ar visionerien, e lavarent ho offerenn hag e selebrent ho offisou. A nebeut a nebeut eur maread paianed a guiteaz servich ann doueou faoz hag a resevaz ar vadiziant. Ar roue he-unan a anavezaz erfin ar virionez euz ar relijion gristen, ha da heul ar roue eunn niver braz euz he zujidi a droaz kein d’ann idolou.

Aogustin a deuaz neuze e Frans evit beza sakret eskop dre urs ar pab, ha pa oue distro da Vro-Zaoz, e kendalc’haz da brezeg gant kement a frouez ma vadezaz betek dek mil den da zeiz Nedelek. Raktal e kasaz daou gannad da Rom da c’houlenn misionerien nevez, ha goudeze, dre ar c’halloud en doa bet evit kement-se digant sant Gregor, e sakraz he-unan daou eskop all evit he zikour da c’hounit ar Zaozon d’ar feiz.

Ar miraklou a rea ar zant-ma a greske c’hoaz ann nerz a roe Doue d’he gomzou. Evelse en devoue ann eur da velet abarz mervel Bro-Zaoz holl, kouls lavaret, oc’h adori ar guir Doue, ha setu perak e oue leshanvet Abostol ar vro-ze. Mont a eure da reseo enn env ar rekoumpans dleet d’he labouriou, er bloaz 604 var a lavar lod, pe er bloaz 607 evel a lavar lod all.