Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/386

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
378
31 a Vae
santez anjela merisi, guerc’hez

all bihanoc’h. Kemerit skouer diouthan, tud iaouank, pa vezit galvet da vont d’ar vrezel. Dougit ive neuze enn ho kerc’henn ar skapular pe eur vetalenn mirakuluz bennag enn henor d’ar Verc’hez. Ar skapular pe ar vetalenn-ze a raio muioc’h a vad d’ehoc’h eged ho fuzuillou ; rak ma ne viront ket ato ouz ho korf da veza tizet gant ann tennou pe gant ar bouliji, e virint da vihana ouz hoc’h ene da veza kollet da viken. Mamm Doue, o velet ho tevosion hag ho karantez enn he c’henver, ne vanko ket da obten evidhoc’h digant he Mab ann holl grasou a zilvidigez m’o pezo ezomm anezho.





ann unan ha tregont a viz mae


SANTEZ ANJELA MERISI, GUERC’HEZ
————


Anjela a ioa ganet e bourg Desenzano enn Itali, er bloaz 1474. O klevet he zad o lenn buez ar Zent, e savaz c’hoant ganthi da gemeret skouer dioutho, ha kerkent hag ann oad a bemp bloaz e leze ar c’hoariou a gostez evit en em denna enn eur gamprik da bedi Doue asambles gant he c’hoar gosa.

Bihanik oa ive c’hoaz pa reaz he zonj da jom bepred guerc’hez. Goulskoude he c’hamaladezed n’oant ket evit miret da gomz d’ezhi euz ar fortuniou kaer a gavche er bed ; rak brudet oa dija dre he gened, ha bez’ e devoa, dreist holl, eur pennad bleo melen hag a ioa dudiuz da velet. Mes evit diskouez n’e ket plijout d’ann dud eo a glaske, hi a voalc’he bep mintin he bleo gant dour huzil, hag evelse ereaz d’ezho koll ho lufr hag ho sked.

Goude beza great he fask kenta, Anjela n’e devoue mui naoun bara ann douar ; naoun bara ann env avad a ioa dalc’h-mad enn he c’haloun. He zad hag he mamm o veza maro, eunn eontr d’ezhi he c’hemeraz enn he di. Epad m’edo eno, e lakeaz enn he spered mont da ober he ermitach enn eur plas distro bennag ; mes he eontr a viraz outhi. Evit ac’hano, beva a rea e ti he eontr evel eunn ermitez.

Ne zebre morse a gig nemed pa veze klanv, ha ne eve guin nemed da zul Fask ha da c’houel Nedelek ; ave-