Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/392

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
384
2 a Even
sant marsellin, sant per, etc.

piou a zo goest da ober eunn hevelep burzud ? » « — Me, eme ar c’hloarek, dre holl-c’halloud Jezuz-Krist, va Mestr ha va Doue. » « — Mar fell d’id, eme ar gardian, e kredfenn enn da Zoue hag enn he holl-c’halloud, torr da jadennou, digor ar prizoun da-unan, ha deuz e verr d’am c’haout a dreuz ar goardou a zo e tal ann or. » « — Mad, eme Ber, mont a rinn. »

Pa zistroaz d’he di, Artem a gountaz da Gandid, he c’hreg, ar gaoz a ioa bet etre ar Merzer hag hen. « — Sur, emezhan, ar c’hristen iaouank-se a zo troet he spered. Lavaret e pareo hor merc’h Paolina dre holl-c’halloud Jezuz-Krist, he Zoue, red eo beza sot evit komz evel-se. » « — Piou a c’hoar ? eme Gandid ; gortozomp da vihana ken na vezo guelet hag ober a rai ar pez en deuz lavaret. » « — Petra, eme ar gardian, c’houi oc’h euz kollet ho penn ive ? »

Mes d’ann ampoent Per a ioa dija var dreujou ann ti, guisket e guenn hag eur grusifi ganthan enn he zorn. Artem ha Kandid a oue mantret oc’h he velet hag en em strinkaz d’he dreid enn eur vouela hag enn eur lavaret : « N’euz ken Doue nemed Doue ar gristenien ! » Er memes amzer Paolina, ho merc’h, en em daol ive d’ann daoulin dirak ar Zant ha kerkent ann drouk-spered a deu kuit euz he c’horf enn eur grial : « — O Per, galloud Jezuz-Krist a zo ganez hag a ra d’inn tec’het. »

Amezeien ha kerent Artem ha Kandid, o veza klevet hano euz ar mirakl-se a ziredaz raktal d’ho zi, hag a c’houlennaz holl ar vadiziant. Per a ieaz dioc’htu da glask ar belek Marsellin, hag hema ho badezaz goude beza desket d’ezho ar c’henta misteriou euz ar feiz. Etre daou ar gouarner Serenuz a ioa kouezet klanv, hag epad he glenved Marsellin ha Per o devoue amzer da gelenn ervad ar gristenien nevez-se, ha d’ho lakaat e stad da c’hounit kurunenn ar verzerien.

Mes a veac’h e oue pare ar gouarner ma’z eaz enn egar ouz Artem. Ordren a eure dispenn he gorf gant fouetou ploumm, ha goudeze e c’halvaz dirazhan Per ha Marsellin. « — Me a lakai ober kement all d’ehoc’h, emezhan, ma ne ginnigit ket a ezans d’hon doueou. » « — Biken