Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/399

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 a Even
391
sant bonifas, eskop ha merzer

reaz evelse er Friz ; mes ne c’hellaz ober netra eno enn dro-ma abalamour d’ar vrezel a ioa d’ann ampoent etre ar roue Radbod ha Charles Martel. Distrei a eure eta da Vro-Zaoz, hag a veac’h distro e oue hanvet da zuperior enn he gouent.

Mes, a benn daou vloaz goude, e roaz ann dilez euz he garg evit mont da Rom da gaout ar pab Gregor II. Ar pab-ma hen digemeraz gant eur vadelez a dad, hag her greaz misioner abostolik gant urs da gas sklerijenn ar feiz larka ma c’hellje enn holl broiou paian a ioa anavezet enn amzer-ze. Winfrid ne c’houlenne ket guell, ha kerkent e skoaz adarre etrezek ann Allemagn.

Prezeg a reaz da genta enn Thurenj ha goudeze er Friz. Ar roue Radbod, enebour touet d’ar gristenien, a ioa maro etre daou, ha komzou ar Zant a zougaz kement a frouez er vro-ze ma ne c’houfe den niveri ann templou paian a lakeaz da ziskar, hag ann ilizou a lakeaz da zevel enn ho flas. Chom a eure tri bloaz eno da zikour sant Willibrod, arc’heskop Utrek, da denna ar bobl euz he idolatri. Ann arc’heskop-se, o veza koz dija, a c’hoanteaz choaz anezhan evit beza eskop var he lerc’h ; mes Winfrid a respountaz oa karget gant ar pab da brezeg c’hoaz e leac’h all, hag a deuaz ac’hano da vro Hes.

Neuze e skrivaz da Rom da renta kount da C’hregor II euz ar pez en doa great dija ; mes ar pab a gemennaz d’ezhan mont di he-unan. Winfrid a zentaz raktal, ha pa oue erruet, Gregor II her sakraz eskop hag a jenchaz hano d’ezhan. Hiviziken e oue hanvet Bonifas, ha dindan ann hano-ma eo e kendalc’haz da labourat betek fin he vuez evit gounit d’ar feiz ar baianed a ioa c’hoaz enn Allemagn. Doue a gendalc’haz ive da vennigen he labour, ha bez’en devoue ar joa da velet ar relijion gristen oc’h en em astenn muioc’h-mui er vro vraz-se.

Ar pab Gregor III her greaz arc’heskop, hag a roaz d’ezhan ar c’halloud da zevel eskoptiou nevez enn Allemagn dre ma vije ezomm. Sevel a eure pevar, hag hen a c’houarne he-unan eskopti Maians. Goude maro sant Willibrod, hini Utrek a oue lakeat ive enn he garg. Erfin hen eo a zakraz Pepin, roue Frans, dre urs ar pab Zakarii.