Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/402

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
394
6 a Even
sant norbert, arc’heskop

goulenn kounje diganthan da redet ar vro enn eur brezeg ama hag ahont evel eur misioner abostolik.

He c’houlenn a oue roet d’ezhan, ha raktal ez eaz enn hent. Hogen, he gomzou a zougaz kement a frouez ma ve diez niveri ann heretiked a c’hounezaz d’ar feiz katholik, ar bec’herien a lakeaz da zistrei ouz Doue, hag ann enebourien a lakeaz da veza mignouned adarre goude m’oa bet pell kasouni etrezho. Evit guir, ar guel anezhan hebken a ioa eur brezegenn hag a iea betek goeled ar galoun ; rak ne oa varnhan nemed liou ar binijenn. Diarc’henn e valee ato, ha ne rea nemed eur pred bemdez, dioc’h ann abardaez. Ha c’hoaz pe seurt pred ? Ne zebre morse nemed boued groz ha dizaour, ha dibaot a vech ec’h eve guin.

O veza erruet enn eskopti Laon, Norbert a joazaz eno eur plas gouez ha distro evit sevel eur gouent da loja ar re o doa c’hoant da zeski ganthan skiant ar Zent. Ar re-ma ne oant nemed trizek da genta ; mes heb dale e ouent daou-ugent, hag o veza ma kreske bemdez ann niver anezho, e oue red abarz nemeur sevel eur maread kouenchou all. Evelse e teuaz ar Zant da veza ar foundatour euz a eunn Urs nevez a venac’h hag a reaz goudeze kalz vad d’ar relijion ha d’ann Iliz.

Etre daou, e oue hanvet da arc’heskop e Magdebourg. Ne felle ket d’ezhan, a briz ebed, kemeret ar garg-se ; mes senti a renkaz oc’h kannad ar pab. Hogen, pa zigouezaz dirak he balez e Magdebourg, ar porcher, o velet pegen dister oa guisket, a zerraz ann or outhan. Biken n’en devije kredet e vije ar manac’h paour-ze ann arc’heskop nevez. Pa c’houezaz oa hen oa, ec’h en em daolaz d’ann daoulin dirak ar Zant enn eur c’houlenn pardoun. Mes Norbert a respountaz d’ezhan : « — Mad eo, va breur, c’houi a anavez guelloc’h ac’hanon eged ar re o deuz va hanvet da eskop.

Ar zant-ma ne espernaz netra evit terri ar giziou fall enn he eskopti ha lakaat ann devosion da ren e peb leac’h. Mes dija en devoa gounezet he gurunenn, ha goude beza bet pevar miz klanv, e varvaz leun a veritou, er bloaz 1134, oajet hebken a dri bloaz hag hanter-kant.