Pajenn:Morvan - Buez ar Zent, 1894.djvu/410

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
402
10 a Even
santez marc’harit, rouanez ar skos

hag hi a ioa ganet enn Hongrii. Goulskoude, pa bignaz sant Edouard var ann tron, he zad a c’hellaz distrei da Vro-Zaoz ; mes prest goude e varvaz, hag ar roue sant Edouard o veza maro ive, Mac’harit a oue red d’ezhi tec’het kuit d’he zro asambles gant he breur ; rak n’e devoa nemed eur breur hag eur c’hoar, hag he c’hoar a ioa eat dija da leanez.

Eunn taol avel, pe, evit lavaret guell, eunn taol euz a Brovidans Doue ho foulzaz var aochou ar Skos, hag eno e ouent digemeret mad gant ar roue Malkolm. Ar roue-ma zoken a deuaz da gaout kement a istim evit ar brinsez iaouank ma he goulennaz da bried. Mac’harit a roaz he asant, hag ann eured a oue great er bloaz 1070. Ar Zantez a ioa neuze o ren he fevar bloaz var’nn ugent.

Hogen, e kreiz ann henoriou, e oue bepred ken humbl ha ken dic’hloar ha m’oa bet ato azalek he bugaleach. Desket e devoa a-vihanik ober fae var ar bed hag he vraoigou, hag ar pez a glaske da genta ha dreist peb tra oa plijout da Zoue, Roue ar rouaned. Eunn darn vraz euz ann noz a dremene o pedi, ha dioc’h ar mintin e kleve meur a offerenn blean hag eunn offerenn var gan. Ouspenn-ze, e lavare bemdez offis bihan ann Dreinded, hini ar Basion hag hini ar Verc’hez, hag erfin offis ann Anaoun. Kastiza a rea ive he c’horf dre ar rusta pinijennou, hag enn he frejou ne zebre nemed ar pez a ioa red evit miret outhi da vervel gant ann naoun.

Mac’harit a c’hounezaz buhan kaloun he fried dre he dousder ; mes n’en em zervichaz morse euz ar c’halloud e doa varnhan nemed evit gloar Doue, mad ar relijion ha mad ar bobl. Lakaat a eure sevel eur maread ilizou ha kouenchou nevez, ha rapari kalz re goz. Ne espernaz netra ken nebeut evit terri ar giziou fall ha diarbenn ann dizursiou a ioa en em zilet dre laer etouez he zujidi. Erfin, boaza a reaz he fried da gemeret perz enn he devosionou hag enn he oberiou a drugarez, hag eunn dudi oa guelet ar roue o chom avechou hed ann noz da bedi Doue asambles ganthi.

Ar zantez-ma e devoue eiz krouadur, c’houec’h mab ha diou verc’h. Hogen, ne c’houfe den lavaret pege-